Лого на YouVersion
Иконка за търсене

Geneliezh 15

15
Pennad 15
Promesa Doue da Abram
1Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
2Abram a respontas: AOTROU Doue, petra a roi din? Me a ya hep bugale, hag an hini a vo va zi dezhañ eo Eliezer a Zamask.
3Hag Abram a lavaras: Setu ne'c'h eus ket roet din a lignez, setu perak an hini ganet em zi a vo va heritour.
4Setu, komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ, o lavarout: Hemañ ne vo ket da heritour, met an hini a zeuio eus da lounezhi a vo da heritour.
5Neuze e kasas anezhañ er-maez hag e lavaras: Sell etrezek an neñv ha kont ar stered, mar gellez o c'hontañ. Hag e lavaras: Evel-se e vo da lignez.
6Abram a gredas an AOTROU, hag eñ a gontas kement-se dezhañ da reizhder.
7Lavarout a reas: Me eo an AOTROU, an hini en deus da lakaet da vont kuit eus Ur ar Galdeiz, evit reiñ dit ar vro-mañ ha ma vo dit.
8Lavarout a reas: AOTROU Doue, dre benaos ec'h anavezin e vo din?
9Respont a reas dezhañ: Kemer un annoar tri bloaz, ur c'havr tri bloaz, ur maout tri bloaz, un durzhunell hag ur goulmig.
10Kemer a reas an holl draoù-se, o daouhanteras, hag e lakaas pep hanter dirak egile, met ne zaouhanteras ket al laboused.
11An evned-preizh a zeuas war al loened marv, hag Abram o c'hasas kuit.
12Evel ma'z ae an heol da guzhat, ur morgousk bras a gouezhas war Abram. Ha setu, ur spont hag un deñvalijenn vras a gouezhas warnañ.
13An AOTROU a lavaras da Abram: Gouez penaos da lignez a vo estrañjour en ur vro na vo ket dezhi, ha penaos e servijo an dud anezhi hag e vo gwasket e-pad pevar c'hant vloaz.
14Met me a varno ar vroad ma vint bet sklaved dindani, ha goude-se ez aint er-maez gant pinvidigezhioù bras.
15Te a yelo e peoc'h etrezek da dadoù, sebeliet e vi goude ur gozhni eürus.
16D'ar bedervet lignez, e tistroint amañ, rak direizhder an Amoreaned n'eo ket c'hoazh leuniet.
17Pa voe kuzhet an heol, e voe un deñvalijenn vras. Ha setu, e voe ur fornez mogedus, hag ur flamm-tan a dremenas etre ar c'harterioù lodennet.
18En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
19ar Genianed, ar Genizianed, ar Gadmoniz,
20an Hitited, ar Ferezianed, ar Refaimed,
21an Amoreaned, ar Gananeiz, ar C'hirgazianed hag ar Jebuziz.

Избрани в момента:

Geneliezh 15: Koad21

Маркирай стих

Споделяне

Копиране

None

Искате ли вашите акценти да бъдат запазени на всички ваши устройства? Регистрирайте се или влезте