1
Yann 13:34-35
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Reiñ a ran deoc’h ur gourc’hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile. Dre gement-mañ ec’h anavezo an holl ez oc’h va diskibien, ma hoc’h eus karantez an eil evit egile.
Compare
Explore Yann 13:34-35
2
Yann 13:14-15
Mar em eus eta gwalc’het ho treid deoc’h, me an Aotrou hag ar Mestr, c’hwi a dle ivez gwalc’hiñ ho treid an eil d’egile. Rak roet em eus deoc’h ur skouer, evit ma reot evel ma em eus graet deoc’h.
Explore Yann 13:14-15
3
Yann 13:7
Jezuz a respontas dezhañ: N’ouzout ket bremañ ar pezh a ran, met henn gouzout a ri diwezhatoc’h.
Explore Yann 13:7
4
Yann 13:16
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr, nag an abostol brasoc’h eget an hini en deus e gaset.
Explore Yann 13:16
5
Yann 13:17
Mar gouzoc’h an traoù-se, ez oc’h eürus, gant ma sentot outo.
Explore Yann 13:17
6
Yann 13:4-5
a savas diouzh koan, a lamas e zilhad, hag, o vezañ kemeret ul lienenn, en em c’hourizas ganti. Goude-se e lakaas dour en ur billig hag en em lakaas da walc’hiñ treid an diskibien ha d’o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.
Explore Yann 13:4-5
Home
Bible
Plans
Videos