1
Lukaz 23:34
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
Compare
Explore Lukaz 23:34
2
Lukaz 23:43
Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.
Explore Lukaz 23:43
3
Lukaz 23:42
Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac’hanon pa zeui ez rouantelezh.
Explore Lukaz 23:42
4
Lukaz 23:46
Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.
Explore Lukaz 23:46
5
Lukaz 23:33
Pa voent deuet el lec’h anvet: ar C’hlopenn, e kroazstagjont anezhañ eno hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.
Explore Lukaz 23:33
6
Lukaz 23:44-45
Bez’ e oa war-dro ar c’hwec’hvet eur hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur. An heol a deñvalaas ha gouel an templ a rogas dre e greiz.
Explore Lukaz 23:44-45
7
Lukaz 23:47
Ar c’hantener, o welout ar pezh a oa c’hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.
Explore Lukaz 23:47
Home
Bible
Plans
Videos