1
Lukaz 6:38
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Roit hag e vo roet deoc’h, roet e vo deoc’h en ho kerc’henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr. Rak muzuliet e vo deoc’h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d’ar re all.
Compare
Explore Lukaz 6:38
2
Lukaz 6:45
An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon. Rak eus leunder ar galon eo e komz ar genoù.
Explore Lukaz 6:45
3
Lukaz 6:35
Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.
Explore Lukaz 6:35
4
Lukaz 6:36
Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ivez ho Tad trugarezus.
Explore Lukaz 6:36
5
Lukaz 6:37
Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet.
Explore Lukaz 6:37
6
Lukaz 6:27-28
Met me a lavar deoc’h c’hwi am selaou: Karit hoc’h enebourien, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc’h.
Explore Lukaz 6:27-28
7
Lukaz 6:31
Ar pezh a fell deoc’h e rafe an dud deoc’h, grit ivez kement-se dezho.
Explore Lukaz 6:31
8
Lukaz 6:29-30
D’an hini a sko ac’hanout war ur jod, tro eben outañ. D’an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantañ da doneg. Ro d’an neb a c’houlenn diganit, ha n’adc’houlenn ket digant an hini en deus kemeret da dra.
Explore Lukaz 6:29-30
9
Lukaz 6:43
N’eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na gwezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat.
Explore Lukaz 6:43
10
Lukaz 6:44
Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec’h-unan. Ne zastumer ket fiez diwar spern ha ne vendemer ket rezin diwar drez.
Explore Lukaz 6:44
Home
Bible
Plans
Videos