Pa oe erruet, ha pa hen doe gwelet gras Doue, hen doe joa euz a gement‐se, hag ho exhortaz holl da choum fidel a‐greiz calon d’an Aotrou. Rag eun den mad e oa, eun den leun euz ar Spered‐Santel ha leun a feiz, ha kalz a bobl en em unanaz gant an Aotrou.