Hag e‐pad ma oant o veina Stefan, hen a bede hag a lavare: Aotrou Jesus, receo va spered. Hag o veza en em lakeat var ha zaoulin, e criaz gant eur vouez krenv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed‐man varnezhe. Ha pa hen doe lavaret kement‐se, e choumaz kousket.