Ananias eta a ieaz kuit, hag o veza antreet en ti, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan, en eur lavaret: Saul, va breur, an Aotrou Jesus, pehini a zo en em ziskouezet d’id en hent dre behini e oaz o tond, hen deuz va digasset evit ma kavi ar gwelet, ha ma vezi leuniet euz ar Spered‐Santel. Ha kerkent e kwezaz euz he zaou‐lagad evel skant, ha rag‐tal, e kavaz ar gwelet; ha neuze e savaz, hag e oe badezet.