Rag pehini ac’hanoc’h, mar hen deuz c’hoant da zevel eun tour, n’ec’h a ket da genta da azeza, ha ne ra ket he gount, evit gouzoud hag hen hen deuz awalc’h evit peur‐ober anezhan? Gant aoun, goude m’hen devezo poset ar fondamant, ha n’hen devezo ket gallet echui, na deufe ar re holl a velo kement‐se, da ober goab anezhan, ha da lavaret: An den‐ze hen deuz commanset da vatissa, ha n’hen deuz ket gallet peur‐achui.