1
Sant Vaze 16:24
Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeuio da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz, ha ra heulio ac’hanoun.
Compare
Explore Sant Vaze 16:24
2
Sant Vaze 16:18
Ha me a lavar d’id ive, penaos ez oud Per (mean) ha var ar roc’h‐man e savin va Iliz; ha doriou an ifern na vezint ket treac’h dezhi.
Explore Sant Vaze 16:18
3
Sant Vaze 16:19
Ha me a roio d’id alc’houeziou rouantelez an envou; ha kement a liammi var an douar a vezo liammet en envou; ha kement a ziliammi var an douar a vezo diliammet en envou.
Explore Sant Vaze 16:19
4
Sant Vaze 16:25
Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo; ha piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in, he c’havo
Explore Sant Vaze 16:25
5
Sant Vaze 16:26
rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teu da goll he ene? pe aotramant petra a c’helfe an den da rei en trok evit he ene?
Explore Sant Vaze 16:26
6
Sant Vaze 16:15-16
Hen a lavaraz dezhe: Ha c’houi, piou a livirit‐hu ez oun‐me? Simon Per a respontaz hag a lavaraz: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue beo.
Explore Sant Vaze 16:15-16
7
Sant Vaze 16:17
Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan: Eürus oud Simon, mab Jona; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kementse d’id, mes va Zad pehini a zo en envou.
Explore Sant Vaze 16:17
Home
Bible
Plans
Videos