Diskouezit d’in ar pez arc’hant gant pehini e paer an taillou. Hag int a ziskouezaz dezhan eun diner. Hag hen a lavaraz dezhe: Imach piou, hag hano piou eo ar re‐man. Int a lavaraz dezhan: Euz a Cezar. Neuze e lavaraz dezhe: Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue.