1
Sant Marc 9:23
Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
Jesus a lavaraz: Mar gellez credi, pep tra a zo possubl d’an hini a gred.
Compare
Explore Sant Marc 9:23
2
Sant Marc 9:24
Ha rag‐tal tad ar bugel a griaz hag a lavaraz, en eur wela: Cridi a ran, Aotrou, sicour ac’hanoun em incredulite.
Explore Sant Marc 9:24
3
Sant Marc 9:28-29
Pa oe eat Jesus en ti, he ziskibien a c’houlennaz diganthan a‐gostez: Perag n’hon euz‐ni ket gallet kas kuit an drouk‐spered‐se? Hag hen a respontaz dezhe: Ar seurt drouk‐sperejou‐ze na hellont beza kasset kuit nemed dre ar beden ha dre ar iun.
Explore Sant Marc 9:28-29
4
Sant Marc 9:50
Eun dra vad eo an holen; mes mar deu an holen da goll he vlaz, gant petra e sallot‐hu anezhan?
Explore Sant Marc 9:50
5
Sant Marc 9:37
Piou‐benag a receo unan euz ar vugaligou‐man em hano, a receo ac’hanoun; ha piou‐benag a receo ac’hanoun, n’eo ket me eo a receo, mes an hini hen deuz va digasset.
Explore Sant Marc 9:37
6
Sant Marc 9:41
Ha piou‐benag a roio deoc’h da eva eur verennad dour em hano, abalamour ma’z oc’h d’ar C’hrist, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans
Explore Sant Marc 9:41
7
Sant Marc 9:42
mes piou‐benag a roio gwall exempl da unan euz ar re vihan‐ze pere a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet er mor.
Explore Sant Marc 9:42
8
Sant Marc 9:47
Ha mar gra da lagad d’id kweza er pec’hed, difram anezhan; gwell eo d’id antren en rouantelez Doue, o kaoud eul lagad kep‐ken, eget kaoud daou‐lagad, ha beza taolet en eun ifern a dan?
Explore Sant Marc 9:47
Home
Bible
Plans
Videos