Yann 14
14
Pennad 14
Jezuz, an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez
1Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet. Kredit e Doue, kredit ivez ennon. 2Bez’ ez eus meur a chomlec’h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc’h. Mont a ran da gempenn ul lec’h deoc’h. 3Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec’h deoc’h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec’h m’emaon e viot c’hwi ivez. 4Gouzout a rit pelec’h ez an hag ec’h ouzoc’h an hent. 5Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n’ouzomp ket pelec’h ez ez, ha penaos e c’hellfemp gouzout an hent? 6Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon. 7Mar ho pefe va anavezet, ho pefe anavezet ivez va Zad. Hag a-vremañ ec’h anavezit anezhañ hag hoc’h eus e welet. 8Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad hag eo a-walc’h deomp. 9Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma’z on ganeoc’h, ha ne’c’h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad? 10Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù. 11Kredit ac’hanon pa lavaran ez on en Tad hag emañ an Tad ennon. Kredit ac’hanon da vihanañ abalamour d’an oberoù-se o-unan.
Dont a raio ar Spered-Santel
12E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc’h eget ar re-mañ, abalamour ma’z an da gavout va Zad. 13Kement a c’houlennot em anv, me a raio anezhañ evit ma vo roet gloar d’an Tad er Mab. 14Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ. 15Mar karit ac’hanon, mirit va gourc’hemennoù. 16Me a bedo an Tad hag e roio deoc’h ur Frealzer all, evit ma chomo ganeoc’h da viken, 17ar Spered a wirionez na c’hell ket bezañ degemeret gant ar bed, dre ma ne wel ket anezhañ ha n’anavez ket anezhañ. Met c’hwi a anavez anezhañ, rak e chom ganeoc’h hag e vo ennoc’h. 18Ne lezin ket ac’hanoc’h emzivaded, dont a rin d’ho kavout. 19C’hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne’m gwelo ken, met c’hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez. 20En deiz-se, ec’h anavezot emaon em Zad, ha c’hwi ennon, ha me ennoc’h. 21An hini en deus va gourc’hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac’hanon. Hag an hini a gar ac’hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ. 22Judaz, nann an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou, a-belec’h e teu ma en em ziskouezi deomp ha nann d’ar bed? 23Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac’hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d’e gavout hag e raimp hor chomlec’h gantañ. 24An hini na gar ket ac’hanon ne vir ket va gerioù. Hag ar ger a glevit n’eo ket ac’hanon-me, met eus an Tad en deus va c’haset. 25Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc’h. 26Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc’h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc’h e kement am eus lavaret deoc’h. 27Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet. 28Klevet hoc’h eus em eus lavaret deoc’h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc’h. Mar karfec’h ac’hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc’h egedon. 29Henn lavaret em eus deoc’h bremañ a-raok ma c’hoarvezo an dra, evit pa vo c’hoarvezet, e kredot. 30Ne gomzin ken kalz ganeoc’h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n’en deus netra ennon. 31Met evit ma’c’h anavezo ar bed e karan an Tad hag e ran ar pezh en deus an Tad gourc’hemennet din, savit, deomp ac’hann.
Currently Selected:
Yann 14: Koad21
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

: