Yann 4
4
Pennad 4
Jezuz hag ar Samaritanez
1Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc’h a ziskibien eget Yann, 2koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze met e ziskibien, 3e kuitaas Bro-Judea hag e tistroas e Galilea. 4Ret e oa dezhañ tremen dre Samaria. 5Erruout a reas en ur gêr eus Samaria anvet Sikar, tost d’ar park en doa Jakob roet d’e vab Jozef. 6Eno e oa puñs Jakob. Jezuz, o vezañ skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs. War-dro ar c’hwec’hvet eur e oa. 7Ur wreg samaritan a zeuas evit tennañ dour. Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ. 8E ziskibien a oa aet e kêr evit prenañ boued. 9Ar wreg samaritan a lavaras dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c’houlenn da evañ diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned. 10Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez. 11Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne’c’h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec’h eta ez pefe an dour a vuhez-se? 12Ha brasoc’h out eget hon tad Jakob, en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened? 13Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mañ en devo sec’hed adarre, 14met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus. 15Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na’m bo ken sec’hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ. 16Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried ha deus amañ. 17Ar wreg a respontas: Ne’m eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec’h eus: Ne’m eus pried ebet, 18rak pemp pried ac’h eus bet, hag an hini a zo ganit bremañ n’eo ket da bried. Gwir ac’h eus lavaret e kement-se. 19Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran ez out ur profed. 20Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c’hwi a lavar penaos al lec’h e pelec’h eo ret azeuliñ a zo e Jeruzalem. 21Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac’hanon, an eur a zeu ma n’azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem. 22C’hwi a azeul ar pezh n’anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien. 23Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c’houlenn ar seurt azeulerien-se. 24Doue a zo Spered, hag ret eo d’ar re a azeul anezhañ, e azeuliñ e spered hag e gwirionez. 25Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c’halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù. 26Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me an hini a gomz ouzhit. 27War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ur wreg. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c’houlennez? Pe: perak e komzez ganti? 28Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr hag a lavaras d’an dud: 29Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C’hrist? 30Mont a rejont er-maez eus kêr hag e teujont d’e gavout. 31Koulskoude e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr, debr. 32Met e lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n’anavezit ket. 33An diskibien a lavaras eta an eil d’egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ? 34Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn. 35Ha ne lavarit ket ez eus c’hoazh pevar miz ac’han d’an eost? Setu, me a lavar deoc’h: Savit ho taoulagad ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost. 36An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m’en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved. 37Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, unan all eo ar meder. 38Me am eus ho kaset e-lec’h n’hoc’h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c’hwi a zo aet en o labour. 39Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet. 40Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d’e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto. Chom a reas daou zevezh eno. 41Hag un niver kalz brasoc’h a gredas abalamour d’e gomz. 42Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.
Jezuz a yac’ha mab un Aotrou a di ar roue
43Goude an daou zevezh, ez eas kuit ac’hano evit mont e Galilea, 44rak Jezuz e-unan en doa disklêriet penaos ur profed n’eo ket enoret en e vro e-unan. 45Pa voe erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C’halileiz o doa gwelet kement en doa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d’ar gouel. 46Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana Galilea, e-lec’h m’en doa troet an dour e gwin. Bez’ e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab. 47O vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C’halilea, ez eas d’e gavout hag e pedas anezhañ da ziskenn evit yac’haat e vab, rak mont a rae da vervel. 48Jezuz a lavaras dezhañ: Ma ne welit ket a sinoù hag a vurzhudoù, ne gredit ket. 49An Aotrou a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn a-raok ma varvo va bugel. 50Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den a gredas ar ger en doa Jezuz lavaret dezhañ hag a yeas kuit. 51Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas d’e ziarbenn hag a gemennas dezhañ: Da vab a vev. 52Eñ a c’houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc’h, hag e lavarjont dezhañ: Dec’h d’ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ. 53An tad a anavezas e oa d’an eur-se en doa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev. Hag e kredas, eñ hag holl dud e di. 54Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C’halilea.
Currently Selected:
Yann 4: Koad21
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in