Yann 5
5
Pennad 5
Jezuz a yac’ha un den seizet e Betesda
1Goude-se, e voe ur gouel eus ar Yuzevien ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. 2Bez’ ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank galvet en hebraeg Betesda hag en deus pemp porched. 3Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, a c’hortoze keflusk an dour, 4rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac’haet, n’eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ. 5Bez’ e oa eno un den hag a oa klañv abaoe eizh vloaz ha tregont. 6Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc’h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Ha fellout a ra dit bezañ yac’haet? 7Ar c’hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne’m eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour hag, e-pad m’emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din. 8Jezuz a lavaras dezhañ: Sav, doug da wele ha kerzh. 9Kerkent an den a voe yac’haet, a gemeras e wele hag a gerzhas. Hag an deiz-se a oa un deiz sabad. 10Neuze ar Yuzevien a lavaras d’an hini a oa bet yac’haet: Ar sabad eo, n’eo ket aotreet dit dougen da wele. 11Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac’haet en deus lavaret din: Doug da wele ha kerzh. 12Neuze e c’houlennjont digantañ: Piv eo an den en deus lavaret dit: Doug da wele ha kerzh? 13Met an hini a oa bet yac’haet ne ouie ket piv e oa. Rak Jezuz a oa en em dennet abalamour ma oa kalz a dud eno. 14Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac’haet out bet, na bec’h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc’h. 15An den-se a yeas hag a lavaras d’ar Yuzevien e oa Jezuz en doa e yac’haet. 16Dre-se ar Yuzevien a heskinas Jezuz hag a glaskas e lakaat d’ar marv, dre m’en doa graet kement-se d’an deiz sabad.
Ar Vuhez dre ar Mab
17Met Jezuz a respontas dezho: Va Zad a labour betek vremañ ha me a labour ivez. 18Dre-se ar Yuzevien a glaskas c’hoazh muioc’h e lakaat d’ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c’hoazh abalamour ma c’halve Doue e Dad e-unan, oc’h en em ober e-unan kevatal da Zoue. 19Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar Mab ne c’hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ. 20Rak an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezhañ kement a ra, ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc’h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet. 21Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ. 22An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d’ar Mab, 23evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset. 24E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez. 25E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo. 26Rak, evel m’en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d’ar Mab da gaout ar vuhez ennañ e-unan, 27hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma’z eo Mab an den. 28Na vezit ket souezhet a gement-se, rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh ar re holl a zo er bezioù ha ma’z aint er-maez, 29ar re o devo graet ar mad en adsavidigezh a vuhez, hag ar re o devo graet an droug en adsavidigezh a varn. 30Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c’haset.
Un testeni brasoc’h eget hini Yann
31Mar roan testeni ac’hanon va-unan, va zesteni n’eo ket gwir. 32Bez’ ez eus unan all hag a ro testeni ac’hanon, ha gouzout a ran ez eo gwir an testeni a ro ac’hanon. 33Kaset hoc’h eus tud da gavout Yann, hag en deus roet testeni d’ar wirionez. 34Met an testeni a resevan n’eo ket hini eus un den, koulskoude e lavaran kement-mañ evit ma viot salvet. 35Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc’h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur. 36Met me am eus un testeni brasoc’h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ o-unan a ran, a ro ac’hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c’haset. 37Hag an Tad en deus va c’haset en deus e-unan roet testeni ac’hanon. C’hwi n’hoc’h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm, 38hag e c’her ne chom ket ennoc’h, pa’z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset. 39Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac’hanon. 40C’hwi ne fell ket deoc’h dont da’m c’havout evit kaout ar vuhez. 41Ne resevan ket gloar eus an dud. 42Met hoc’h anavezan, n’emañ ket karantez Doue ennoc’h hoc’h-unan. 43Deuet on en anv va Zad ha ne zegemerit ket ac’hanon. Mar deu unan all en e anv e-unan, e tegemerot anezhañ. 44Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken? 45Na soñjit ket ez eo me ho tamallo dirak an Tad. Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo. 46Rak mar kredjec’h Moizez, e kredjec’h ivez ac’hanon, rak skrivet en deus diwar va fenn. 47Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va gerioù?
Currently Selected:
Yann 5: Koad21
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

: