YouVersion Logo
Search Icon

Yann 6

6
Pennad 6
Pemp mil den maget gant Jezuz (Kreskadur ar bara)
1Goude-se, Jezuz a dremenas en tu all da Vor Galilea pe Mor Tiberiaz. 2Ur bobl vras a heulie anezhañ, abalamour ma welent ar mirakloù a rae war ar re glañv. 3Jezuz a bignas war ar menez hag ec’h azezas eno gant e ziskibien. 4Hag ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost. 5Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d’e gavout, a lavaras da Filip: Pelec’h e prenimp bara evit m’o devo an dud-mañ da zebriñ? 6Eñ a lavare kement-se evit e amprouiñ rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d’ober. 7Filip a respontas dezhañ: Daou c’hant diner#6:7 1 diner = pezh arc’hant roman war-dro 4 g a vara ne vefe ket a-walc’h evit reiñ un tammig da bep hini. 8Unan eus e ziskibien, Andrev breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ: 9Bez’ ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud? 10Jezuz a lavaras: Lakait an dud da azezañ. Bez’ e oa kalz a c’heot el lec’h-se. An dud eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil. 11Jezuz a gemeras ar baraoù hag, o vezañ trugarekaet, o roas d’an diskibien, hag an diskibien d’ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma fellas dezho. 12Goude m’o doe bet o gwalc’h, e lavaras d’e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra. 13Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù a oa manet eus ar pemp bara heiz, goude m’o doa debret. 14An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed. 15Jezuz, oc’h anavezout ez aent da zont d’e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
Jezuz a gerzh war an dour
16Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor. 17O vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d’ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teñval ha Jezuz ne oa ket c’hoazh deuet d’o c’havout. 18Dre ma oa kreñv an avel, koummoĂą ar mor a save. 19P’o doa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn#6:19   5 km, e weljont Jezuz a gerzhe war ar mor hag a dostae ouzh ar vag. Hag o doe aon. 20Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n’ho pet ket aon! 21Fellout a rae dezho eta e zegemer er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec’h ma’z aent.
Jezuz, ar bara a vuhez
22An deiz war-lerc’h, ar bobl hag a oa chomet en tu all d’ar mor a welas panaos ne oa bet eno bag ebet nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan. 23Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d’al lec’h m’o doa debret ar bara goude m’en doe an Aotrou trugarekaet. 24Pa welas ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz. 25O vezañ e gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ? 26Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, va c’hlaskit n’eo ket abalamour m’hoc’h eus gwelet mirakloù met abalamour m’hoc’h eus debret bara ha m’hoc’h eus bet ho kwalc’h. 27Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell. 28Neuze e lavarjont dezhañ: Petra hon eus d’ober evit labourat da oberoù Doue? 29Jezuz a respontas dezho: Houmañ eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset. 30Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m’en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez? 31Hon tadoù o deus debret ar mann el lec’h distro, hervez ma’z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv. 32Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, Moizez n’en deus ket roet deoc’h bara an neñv, met va Zad a ro deoc’h gwir bara an neñv. 33Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv hag a ro ar vuhez d’ar bed. 34Neuze e lavarjont dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se. 35Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da’m c’havout n’en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n’en devo biken sec’hed. 36Met henn lavaret em eus deoc’h, gwelet hoc’h eus ac’hanon ha ne gredit ket. 37Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout, 38rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c’haset. 39Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c’haset, na gollin hini eus ar re en deus roet din, met ma’c’h adsavin anezho a varv d’an deiz diwezhañ. 40Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ. 41Neuze ar Yuzevien a c’hrozmolas diwar e benn dre m’en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv. 42Hag e lavarent: N’eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv? 43Neuze Jezuz a respontas dezho: Na c’hrozmolit ket etrezoc’h. 44Den ne c’hell dont da’m c’havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c’haset, ha en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ. 45Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Evel-se piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ a zeu da’m c’havout. 46N’eo ket en defe un den gwelet an Tad, nemet an hini a zeu eus Doue en deus gwelet an Tad. 47E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc’h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus. 48Me eo ar bara a vuhez. 49Ho tadoù o deus debret ar mann el lec’h distro hag ez int marvet. 50Setu amañ ar bara diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ. 51Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed. 52Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c’hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ? 53Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n’evit ket e wad, n’hoc’h eus ket ar vuhez ennoc’h hoc’h-unan. 54An hini a zebr va c’hig hag a ev va gwad en deus ar vuhez peurbadus, hag ec’h adsavin anezhañ a varv d’an deiz diwezhañ. 55Rak va c’hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj. 56An hini a zebr va c’horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ. 57Evel m’en deus an Tad hag a zo bev kaset ac’hanon ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac’hanon a vevo drezon. 58Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N’eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken. 59Lavarout a reas an traoù-mañ o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.
Ur ger re galet
60Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c’hell e selaou? 61Met Jezuz, oc’h anavezout ennañ e-unan e c’hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se? 62Petra eta e vefe mar gwelfec’h Mab an den o pignat el lec’h ma oa kent? 63Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez. 64Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje. 65Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc’h penaos den ne c’hell dont da’m c’havout, ma n’eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad. 66Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas ha n’ejont ken gantañ. 67Jezuz a lavaras neuze d’an daouzek: Ha c’hwi, ha ne fell ket deoc’h mont kuit ivez? 68Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac’h eus gerioù ar vuhez peurbadus, 69ha ni hon eus kredet hag hon eus anavezet ez out ar C’hrist, Mab an Doue bev. 70Jezuz a respontas dezho: Ha ne’m eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac’hanoc’h a zo un diaoul. 71Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.

Currently Selected:

Yann 6: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in