Yann 7
7
Pennad 7
Jezuz a ya da ouel an Tabernakloù
1Goude-se, Jezuz a valeas dre C’halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ. 2Gouel ar Yuzevien, gouel an Tabernakloù, a dostae. 3Neuze e vreudeur a lavaras dezhañ: Kae kuit ac’han ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez, 4rak den ne ra netra e-kuzh pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d’ar bed. 5Rak e vreudeur o-unan ne gredent ket ennañ. 6Jezuz a lavaras eta dezho: Va amzer n’eo ket deuet c’hoazh, met hoc’h amzer a zo atav dereat. 7Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù. 8Evidoc’h-c’hwi, it d’ar gouel-mañ. Me, ne d-an ket c’hoazh dezhañ, rak va amzer n’eo ket c’hoazh peurc’hraet. 9O vezañ lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea. 10Ha pa voe aet e vreudeur d’ar gouel, ez eas ivez, nann a-wel d’an holl, met evel e-kuzh. 11Ar Yuzevien a glaske anezhañ e-pad ar gouel hag a lavare: Pelec’h emañ? 12Bez’ e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl. 13Koulskoude den ne gomze frank anezhañ gant aon rak ar Yuzevien. 14War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas d’an templ hag a gelennas. 15Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec’h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n’en deus ket o desket? 16Jezuz a respontas dezho: Va c’helennadurezh n’eo ket ac’hanon, met eus an hini en deus va c’haset. 17Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec’h anavezo hag eo va c’helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac’hanon va-unan. 18An hini a gomz anezhañ e-unan a glask e c’hloar e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n’eus ket a zireizhder ennañ. 19Ha n’en deus ket Moizez roet al lezenn deoc’h? Hag hini ac’hanoc’h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d’ar marv? 20Ar bobl a respontas: Un diaoul ac’h eus. Piv a glask lakaat ac’hanout d’ar marv? 21Jezuz a respontas dezho: Un oberenn am eus graet hag oc’h holl souezhet a gement-se. 22Moizez en deus roet deoc’h an amdroc’h, n’eo ket e teufe eus Moizez met eus an Tadoù, ha c’hwi a amdroc’h un den d’an deiz sabad. 23Mar bez amdroc’het un den d’an deiz sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac’hanon abalamour ma em eus yac’haet un den penn-da-benn d’an deiz sabad? 24Na varnit ket hervez an diavaez, met barnit hervez ar reizhder. 25Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n’eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel? 26Ha setu e komz frank ha ne lavaront netra dezhañ. Hag anavezet o defe ar mestroù ez eo e gwirionez ar C’hrist? 27Koulskoude ni a oar a-belec’h eo hemañ, hogen pa zeuio ar C’hrist, den n’anavezo a-belec’h eo. 28Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias: C’hwi a anavez ac’hanon hag a oar a-belec’h ez on. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met an hini en deus va c’haset a zo gwirion ha n’anavezit ket anezhañ. 29Me a anavez anezhañ, rak emaon anezhañ, hag eñ eo en deus va c’haset. 30Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c’hoazh deuet e eur. 31Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar C’hrist, hag ober a raio brasoc’h mirakloù eget ma ra hemañ? 32Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ. 33Neuze Jezuz a lavaras dezho: Emaon ganeoc’h c’hoazh evit un nebeud amzer, hag ez in da gavout an hini en deus va c’haset. 34Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on. 35Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec’h ez aio na c’hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C’hresianed ha kelenn a raio ar C’hresianed? 36Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on?
Stêrioù dour a vuhez
37An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo. 38An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur. 39Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c’hoazh savet Jezuz en e c’hloar. 40Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed. 41Reoù all a lavaras: Ar C’hrist eo. Ha reoù all a lavaras: Ar C’hrist, ha dont a ra eus Galilea? 42Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar C’hrist eus lignez David hag eus bourc’h Betlehem, a-belec’h e oa David? 43Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn. 44Hag ur re bennak anezho a c’hoantaas kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ.
Ar pennoù-bras hag ar farizianed ne gredont ket
45Ar serjanted a zistroas eta etrezek ar veleien vras hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n’hoc’h eus ket e zegaset? 46Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n’en deus komzet evel an den-se. 47Neuze ar farizianed a respontas dezho: Bet oc’h c’hwi ivez touellet? 48Ha bez’ ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ? 49Met ar bobl-mañ n’anavez ket al lezenn, milliget int. 50Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho: 51Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet? 52Int a respontas dezhañ: Bez’ out ivez Galileat? Evesha, ha gwel ha profed ebet a zo bet biskoazh savet eus Galilea. 53Ha pep hini en em dennas en e di.
Currently Selected:
Yann 7: Koad21
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

: