YouVersion Logo
Search Icon

Lukaz 14

14
Pennad 14
Jezuz a yac’ha un den dourgoeñvet
1Aet e oa d’un deiz sabad e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ bara, hag e sellent outañ. 2Ha setu, un den dourgoeñvet a oa dirazañ. 3Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d’ar farizianed: Hag aotreet eo yac’haat d’an deiz sabad? 4Int a davas. O kemer an hini klañv, en yac’haas hag en kasas kuit. 5Hag e lavaras dezho: Piv ac’hanoc’h, mar kouezh e azen pe e ejen en ur puñs, ne dennfe ket anezhañ er-maez kerkent d’an deiz sabad? 6Ne c’helljont ket respont dezhañ war gement-se.
Parabolenn an den pedet lorc’hus
7Kinnig a reas d’ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent ar plasoù kentañ, hag e lavaras dezho: 8Pa vi pedet gant unan bennak d’un eured, n’en em laka ket er c’hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc’h egedout, 9hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec’h da hemañ. Hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ. 10Met pa vi pedet, kae d’en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Mignon, pign uheloc’h. Neuze e vi enoret dirak ar re a vo ouzh taol ganit. 11Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet. 12Lavarout a reas ivez d’an hini en doa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, nag amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac’hanout d’o zro ha na rafent dit an hevelep tra. 13Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac’hagnet, ar re gamm, ar re dall, 14hag e vi eürus dre ma ne c’hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.
Parabolenn ar goan vras
15Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue! 16Met e lavaras dezhañ: Un den a reas ur goan vras hag a bedas dezhi kalz a dud. 17Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d’ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremañ. 18Hag en em lakajont holl a-unan da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar ha ret eo din mont da welout anezhañ, da bediñ a ran da’m digareziñ. 19Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened hag ez an da welout hag int a zo mat, da bediñ a ran da’m digareziñ. 20Unan all a lavaras: Me a zo nevez-dimezet, dre-se ne c’hellan ket dont. 21Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d’e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d’e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac’hagnet, ar re gamm hag ar re dall. 22Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec’h eus gourc’hemennet, ha lec’h a zo c’hoazh. 23Ar mestr a lavaras d’ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d’ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi. 24Rak me a lavar deoc’h, hini ebet eus ar re a zo bet pedet ne dañvaio eus va c’hoan.
Penaos bezañ un diskibl
25Evel ma yae ul lod bras a dud gantañ, e tistroas hag e lavaras dezho: 26Mar deu unan bennak da’m c’havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c’hoarezed, ha muioc’h c’hoazh e vuhez hec’h-unan, ne c’hell ket bezañ va diskibl. 27Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac’hanon, ne c’hell ket bezañ va diskibl. 28Rak piv ac’hanoc’h, mar en deus c’hoant da sevel un tour, ne azez ket da gentañ d’ober ar gont eus an dispign evit gwelout hag eñ en deus peadra d’e echuiñ, 29gant aon, mar laka an diazez ha na c’hell ket e echuiñ, na zeufe ar re holl en gwelo d’ober goap anezhañ, 30o lavarout: An den-se a zo en em lakaet da sevel ha n’en deus ket gallet echuiñ? 31Pe piv eo ar roue, mar d-a en hent evit ober brezel d’ur roue all, ne azez ket da gentañ d’en em c’houlenn hag eñ e c’hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil? 32Anez, pa’z emañ c’hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c’hannad da c’houlenn ar peoc’h. 33Evel-se, piv bennak ac’hanoc’h na zilez ket kement en deus, ne c’hell ket bezañ va diskibl. 34Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? 35N’eo mat nag evit an douar nag evit an teil. E deurel a reer er-maez. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.

Currently Selected:

Lukaz 14: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in