Lukaz 19
19
Pennad 19
Zake en em zistro ouzh Doue
1O vezañ aet e Jeriko, e tremenas dre gêr. 2Ha setu, un den anvet Zake, a oa penn ar bublikaned hag a oa pinvidik, 3a glaskas gwelout piv oa Jezuz, met ne c’hellas ket abalamour d’ar bobl, rak gwall vihan e oa. 4Redek a reas a-raok hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno. 5Jezuz, o vezañ deuet el lec’h-se hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv en da di. 6Eñ a ziskennas buan hag en degemeras gant levenez. 7O welout kement-se, an holl a c’hrozmolas o lavarout: E ti un den a vuhez fall eo aet da lojañ. 8Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all. 9Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma’z eo hemañ ivez mab da Abraham. 10Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.
Parabolenn an dek minenn
11Selaou a rejont ar c’homzoù-se. Eñ a gendalc’has hag a lavaras ur barabolenn, abalamour ma oa tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d’en em ziskouez prest. 12Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d’ur vro bell evit kemer ur rouantelezh evitañ, ha distreiñ goude. 13O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn#19:13 1 minenn = 100 drakm, d.l.e. war-dro 500 g a arc’hant hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin. 14Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c’hannadur war e lerc’h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp. 15Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c’hourc’hemennas gervel d’e gavout ar servijerien en doa roet arc’hant dezho, evit gouzout pegement en doa gounezet pep hini gantañ. 16An hini kentañ a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek minenn. 17Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma’z out bet feal e nebeut a draoù, ez po ar galloud war dek kêr. 18An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp minenn. 19Eñ a lavaras ivez dezhañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr. 20Unan all a zeuas hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn, 21rak aon am eus bet dirazout, dre ma’z out un den garv, e kemerez e-lec’h na’c’h eus lakaet netra hag e vedez e-lec’h na’c’h eus ket hadet. 22Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet. 23Perak eta ne’c’h eus ket lakaet va arc’hant en ti-bank, hag em distro em bije e zilamet gant ar c’hampi? 24Hag e lavaras d’ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se ha roit hi d’an hini en deus dek minenn. 25Int a lavaras dezhañ: Aotrou, dek minenn en deus. 26Me a lavar deoc’h, roet e vo d’an neb en deus, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus. 27E-keñver va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.
Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem
28Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl. 29O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d’ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien, 30o lavarout: It d’ar vourc’h a zo dirazoc’h ha, pa viot aet enni, e kavot un azenig stag ha n’eus bet c’hoazh den war e gein. Distagit anezhañ hag en degasit. 31Mar goulenn unan bennak ouzhoc’h: Perak e tistagit anezhañ? Lavarit dezhañ: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. 32Ar re gaset a yeas hag a gavas pep tra evel m’en doa lavaret dezho. 33Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig? 34Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. 35Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz. O vezañ lakaet o dilhad warnañ, e lakajont Jezuz da azezañ warno. 36Evel ma tremene, an dud a astennas o dilhad war an hent. 37Ha pa oa dija o tostaat d’an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o doa gwelet. 38Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc’h en neñv ha gloar el lec’hioù uhel meurbet! 39Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien. 40Eñ a respontas dezho: Me a lavar deoc’h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.
Jezuz o ouelañ war Jeruzalem
41Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni hag e lavaras: 42Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc’h! Met bremañ kuzhet int da’z taoulagad. 43Rak deizioù a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc’hint ac’hanout, hag e waskint ac’hanout a bep tu, 44hag e tiskarint ac’hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na’c’h eus ket anavezet an amzer ma’z out bet gweladennet.
Ar varc’hadourien kaset kuit er-maez eus an templ
45O vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene e-barzh, 46o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a zo un ti a bedenn, met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron. 47Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d’ar marv, 48met ne ouient ket penaos ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoù.
Currently Selected:
Lukaz 19: Koad21
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

: