Actou an Ebestel 5:3-5
Actou an Ebestel 5:3-5 JEN1897
Mes Per a lavaraz dezhan: Ananias, perag hen deuz Satan leuniet da galon, ken ec’h euz lavaret gaou d’ar Spered‐Santel, ha miret eul loden euz priz an douar? Ma’z pije miret anezhan, daoust ha ne oa ket d’id? ha pa ez poa hen gwerzet, daoust hag ar priz ne oa ket en da c’halloud? Penaos ec’h euz‐te sonjet en da galon ober ar pez ec’h euz great? N’e ket d’an dud ec’h euz lavaret gaou, mes da Zoue. Ananias, o veza klevet ar c’homzou‐ze, a gwezaz, hag a varvaz kerkent; kement‐se a reaz eur spount vraz d’ar re holl a glevaz komz euz a gement‐man.