Sant Vaze 12
12
CHABISTR XII.
1En amzer‐ze Jesus a dremene adreuz an ed en deiz ar sabbat; hag he ziskibien, o veza m’ho devoa naoun, en em lekeaz da denna pennou ed ha d’ho dibri. 2Ar Farizianed, o velet kement‐se, a lavaraz dezhan: Setu da ziskibien oc’h ober ar pez n’eo ket permetet da ober da zeiz ar sabbat. 3Mes hen a lavaraz dezhe: N’hoc’h euz‐hu ket lennet ar pez a reaz David, pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan, 4penaos ec’h antreaz en ti Doue, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa permetet ho dibri, na dezhan, na d’ar re a oa ganthan, nemed d’ar veleien hepken? 5Pe c’hoas, n’hoc’h euz‐hu ket lennet el lezen, penaos en deiziou ar sabbat, ar veleien a dor ar sabbat, en templ, hag a choum koulskoude divlam? 6Mes, hen lavaret a ran deoc’h, beza ez euz aman unan hag a zo brassoc’h eged an templ. 7Ma ouefac’h petra a zinifi ar gomz‐man: Mizericord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis, n’ho pije ket condaonet ar re n’int ket coupabl. 8Rag Mab an den a zo mestr memeus var ar sabbat.
9O veza eat kuit ac’hane, e teuaz en ho zinagog. 10Ha setu e oa eno eun den pehini hen doa eun dorn dizec’het; hag e c’houlenjont diganthan, evit gallout hen tamal: Ha permetet eo iac’haad en deiziou ar sabbat? 11Hag hen a lavaraz dezhe: Pehini ac’hanoc’h‐hu, hag hen deuz eun danvad, ha mar deu da gweza en eur poull en deiz ar sabbat, na grog ket enhan, ha n’her sav ket er meaz? 12Na pegement mui e talv eun den eged eun danvad? Permetet eo eta ober vad en deiziou ar sabbat. 13Neuze e lavaraz d’an den: Astenn da zorn. Hag hen he astennaz, hag e teuaz iac’h evel egile. 14Var gement‐man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.
15Mes Jesus, o c’houzout kement‐se, a ieaz kuit ac’hane; ha kalz a dud a ieaz var he lerc’h, hag hen ho iac’heaz holl. 16Hag e tifennaz stard outhe na zisclerjent ket anezhan; 17en hevelep doare ma oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Izaias, en eur lavaret: 18Setu va zervicher pehini em euz choazet, va muia‐karet e pehini hen deuz va ene kemeret plijadur; lakaad a rin va Spered varnezhan, hag ec’h annonso ar justis d’an nationou; 19na stourmo ket, ha na grio ket, ha den na glevo he vouez er ruiou; 20na doro ket ar gorzen flastret, ha na vougo ket ar vouchen a zo c’hoas o tivogeda ken hen devezo lakeat ar justis da veza treac’h; 21hag an notionou a espero en he hano.
22Neuze e oe digasset da Jesus eun den dall ha mud, dalc’het gant eun drouk‐spered, hag hen a iac’heaz anezhan, en hevelep doare ma komze ha ma vele an den a oa bet dall ha mud. 23An holl bobl a oe souezet braz, hag e lavarent: Ha n’eo ket he‐man mab David? 24Mes ar Farizianed, pa glevjont kement‐se, a lavaraz: He‐man na gas kuit an drouk‐sperejou nemed dre Veelzebul, prins an drouk‐sperejou.
25Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz dezhe: Pep rouantelez diviset a‐enep dezhi he‐unan a deuio da veza dezert; ha pep kear pe di diviset a‐enep dezhan he‐unan, na joumo ket en he za. 26Mar deu Satan da gas kuit Satan, beza eman diviset a‐enep dezhan he‐unan; penaos eta e choumo he rouantelez en he za! 27Ha mar kassan kuitan drouk‐sperejou dre Beelzebul, dre biou e kas ho pugale anezhe kuit? Rag‐se e vezint ho‐unan ho parnerien. 28Mes mar d’eo dre Spered Doue e kassan kuit an drouk‐sperejou, neuze rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. 29Pe penaos ec’h hell unan‐benag antren e ti eun den krenv, ha pillia he vadou, nemed da genta hen defe ereet an den krenv? 30neuze e c’halfe pillia he di. An nep n’eman ket ganen, a zo a‐enep d’in, hag an nep na zastum ket assambles ganen, a sklabez.
31Abalamour da ze hen lavaran deoc’h, pep pec’hed ha pep gwall‐gomz a vezo pardonet d’an dud; mes ar gwall‐gomz a‐enep ar Spered na vezo ket pardonet dezhe. 32Ha piou‐benag hen devezo komzet a‐enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan; mes piou‐benag a gomzo a‐enep ar Spered‐Santel na vezo pardonet dezhan, nag er bed‐man, nag er bed da zond. 33Pe livirit eo mad ar vezen, ha mad he frouez; pe livirit eo fall ar vezen, ha fall he frouez; rag ar vezen a zo anavezet diouz he frouez.
34Raç, an aëred‐viber! penaos ec’h helfac’h‐hu lavaret traou mad, ha c’houi fall? rag euz a leunder ar galon eo e komz ar genou. 35An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon; hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon. 36Hogen, hen lavaret a ran deoc’h, an dud a rento count en deiz ar varn euz a gement komz didalvez ho devezo lavaret; 37rag dre da gomzou e vezi justifiet, ha dre da gomzou e vezi condaonet.
38Neuze eur re‐benag euz ar Scribed hag euz ar Farizianed a respontaz, en eur lavaret: Mestr, ni a garfe gwelet ac’hanoud oc’h ober eur miracl‐benag.
39Mes hen a respontaz, hag a lavaraz dezhe: Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl; mes na vezo roet dezhi miracl e‐bed nemed hini ar profet Jonas. 40Rag evel ma oe Jonas tri devez ha teir nosvez e kov ar pesk braz, evel‐se e vezo Mab an den tri devez ha teir nosvez e calon an douar. 41Tud Niniv a zavo er varn a‐enep ar generation‐man, hag a gondaono anezhi, rag ar re‐ze a zistroaz gant predication Jonas; hag aman ez euz mui eged Jonas. 42Rouanez ar c’hresteiz a zavo er varn, a‐enep ar generation‐man, hag a gondaono anezhi; abalamour ma teuaz euz ar pen pella euz an douar evit klevet furnez Salomon; hag aman ez euz mui eged Salomon.
43Pa vez eat ar spered impur er meaz euz a eun den, bale a ra dre leac’hiou seac’h, o klask repos, ha ne gav ket. 44Neuze e lavar: Distrei a rin d’am zi, euz a beleac’h ez oun deuet. Hag o veza distroet, e kav anezhan goullo, skubet ha kempennet. 45Neuze ez a hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan; mond a reont en ti, hag e choumont eno; ha stad diveza an den‐ze a zo gwassoc’h eged ar c’henta. Evel‐se eo e c’hoarvezo gant ar generation fall‐man.
46Pa oa Jesus c’hoas o komz ouz ar bobl, he vam hag he vreudeur pere a oa er meaz, a glaske komz outhan. 47Neuze unan‐benag a lavaraz dezhan: Setu, da vam ha da vreudeur a zo er meaz, o klask komz ouzid. 48Mes hen a respontaz hag a lavaraz d’an hini hen doa komzet outhan: Piou eo va mam, ha piou eo va breudeur? 49Hag, oc’h astenn he zorn var he ziskibien, e lavaraz: Setu aman va mam ha va breudeur. 50Rag piou‐benag a ra bolontez va Zad pehini a zo en envou, hennes eo va breur ha va c’hoar ha va mam.
Currently Selected:
Sant Vaze 12: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

: