Sant Marc 1
1
CHABISTR I.
1Commansamant Aviel Jesus‐Christ, Mab Doue. 2Hervez ar pez a oa bet scrivet er brofeted: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent araog d’id: 3Mouez an hini a gri en dezert: Preparit hent an Aotrou; grit eün he wenojennou.
4Ian a vadeze en dezert, hag a brezege badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou. 5Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.
6Ian hen doa eur wiskamant great gant bleo kanval, hag eur gouriz ler en‐dro d’he groazel, hag he voued a oa killeien‐raden ha mel gwez. 7Prezeg a rea en eur lavaret; Dond a ra var va lerc’h unan, hag a zo galloudussoc’h eged’oun, da behini n’oun ket dign da blega, evit dizeren correou he voutou. 8Evidoun‐me em euz ho padezet en dour, mes hen ho padezo er Spered‐Santel.
9En amzer‐ze e c’hoarvezaz ma teuaz Jesus euz a Nazaret, kear euz a C’halile, hag e oe badezet gant Ian er Jourdan. 10Ha rag‐tal, evel ma save euz an dour, e velaz an envou o tigeri hag ar Spered‐Santel o tisken varnezhan evel eur goulm. 11Hag eur vouez a zeuaz euz an envou, hag a lavaraz: Te eo va mab muia‐karet en pehini eman va holl flijadur.
12Ha rag‐tal ar Spered a gassaz Jesus ebarz an dezert. 13Hag e chomaz eno en dezert daou ugent devez, o veza tentet gant Satan; hag e oa e‐touez al loened gwez, hag an elez a zerviche anezhan.
14Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret: 15An amzer a zo accomplisset, ha rouantelez Doue a zo tost. En em gonvertissit ha credit d’an Aviel.
16Hogen, evel ma valee a‐hed mor Galile, e velaz Simon hag Andre ha vreur, pere a daole ho rouejou er mor; rag pesketerien e oant. 17Neuze Jesus a lavaraz dezhe; Heullit ac’hanoun, ha me ho lako da besketerien tud. 18Ha kerkent, o lezel ho rouejou, ec’h heuljont anezhan.
19Hag o veza eat ac’hane eun neubeut pelloc’h, e velaz Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, pere a oa o tressa ho rouejou en eur vag. 20Kerkent e c’halvaz anezhe: hag int, o lezel ho zad Zebede er vag gant an devejourien, a ieaz var he lerc’h.
21Neuze ec’h antrejont en Capernaüm; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen. 22Hag e oant souezet gant he gelennadurez; rag ho diski a rea evel unan hag o oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.
23Hogen, bez’ e oa en ho zinagog eun den possedet gant eur spered impur, pehini a griaz, hag a lavaraz: 24Ah! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit hon c’holl? Gouzoud a ran piou oud; ar Zant a Zoue. 25Mes Jesus a c’hourdrouzaz anezhan en eur lavaret; Ro peoc’h, ha kea er meaz euz an den‐ze. 26Neuze ar Spered impur, oc’h hija anezhan stard, a ieaz er meaz anezhan, en eur leuskel eur griaden vraz.
27Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan? 28Hag ar vrud anezhan a redaz kerkent dre an holl vro var dro da C’halile.
29Goude beza eat er meaz euz ar sinagog, e teujont kerkent gant Jakes ha Ian da di Simon hag Andre. 30Hogen, mam‐gaer Simon a oa en he gwele, klanv gant an derzien; ha rag‐tal e komzjont outhan divar he fen. 31Neuze, o tostaad, e roaz he zorn dezhi hag e savaz anezhi; ha kerkent, an derzien he c’huitaaz, hag e servichaz anezhe.
32Diouz an abardaez, pa oe kuzet an heol, e tigasjont dezhan an holl dud klanv hag ar re bossedet gant drouk‐sperejou. 33Hag ar bobl holl euz a gear a oa dastumet dirag an nor. 34Hag e iac’heaz kalz a dud, pere a oa klanv gant peb seurt klenved, hag e kassaz kuit kalz a zrouk‐sperejou, hag e tifenne outhe lavaret ec’h anavezent anezhan.
35O veza savet mintin mad, pa oa c’hoas teval, hen a zortiaz hag ez eaz en eul leac’h distro, hag e pede eno.
36Ha Simon, hag ar re a oa assambles ganthan, a ieaz d’he glask. 37Ha p’ho doe kavet anezhan, e leverjont dezhan: An holl a zo o klask ac’hanoud. 38Hag hen a lavaraz dezhe: Deomp d’ar villajennou a zo tro‐var‐dro, evit ma prezegin ive eno; rag evit se eo ez oun deuet. 39Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e kasse kuit an drouk‐sperejou.
40Hag e teuaz d’he gavout eun den lor, pehini oc’h en em deurel var he zaoulin dirazhan, a bedaz anezhan, en eur lavaret: Mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. 41Ha Jesus, o kaout truez outhan, a astennaz he zorn, a douchaz outhan, hag a lavaraz dezhan: Ia, fellout a ra d’in, bez eta net. 42Ha kerkent m’hen doe lavaret kement‐se, al lorgnez a ieaz kuit, hag an den‐ze a oe neteet. 43Ha Jesus a gassaz anezhan kuit rag‐tal gant eun difen stard, en eur lavaret dezhan: 44Diwall na liviri netra da zen e‐bed; mes kea, hag en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez hen deuz gourc’hemenet Moises evit ma zervicho kement‐se da desteni dezhe. 45Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.
Currently Selected:
Sant Marc 1: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

: