YouVersion Logo
Search Icon

Sant Marc 4

4
CHABISTR IV.
1 Jesus a gommansaz adare da gelen e‐tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi, 2hag an holl bobl a oa var an douar e bord ar mor. Hag hen a zeske dezhe kalz a draou dre barabolennou, hag e lavare dezhe en he gelennadurez:
3Selaouit: Eun hader a ieaz er meaz evit hada; 4ha pa oa oc’h hada, e c’hoarvezaz da zarn euz an had kweza a‐hed an hent, hag al lapoused a zeuaz hag hen debraz holl; 5lod all a gwezaz en eul leac’h meinee, e pe leac’h n’hen doa ket kalz a zouar; hag e savaz kerkent, dre ma ne oa ket doun en douar; 6mes pa oe savet an heol, e oe devet, ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz; 7lod all a gwezaz e‐touez ar spern; hag ar spern a zavaz hag a vougaz anezhan, ha ne roaz ket a frouez; 8ha lod all a gwezaz en douar mad hag e roaz frouez, pehini a zavaz hag a greskaz, en hevelep doare ma rapportaz unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant. 9Hag e lavaraz dezhe: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.
10Hogen, pa edo he‐unan, ar re a oa en dro dezhan gant an Daouzec, a c’houlennaz diganthan divarben ar barabolen‐ze. 11Hag e lavaraz dezhe: Roet eo deoc’h da anaoud myster rouantelez Doue; mes d’ar re a zo a ziaveaz e vez lavaret pep tra dre barabolennou; 12evit o velet, ma velint ha na apercevint ket; hag o klevet, ma klevint ha na gomprenint ket; gant aoun na zistrofent ha na vez pardonet dezhe ho fec’hejou. 13Hag e lavaraz dezhe: Ha na gomprenit‐hu ket ar barabolen‐ze? Penaos eta e comprenot‐hu ar parabolennou all.
14An hader a had ar Ger. 15Ar re a zo a‐hed an hent, eo ar re a zo hadet ar Ger enhe, mes kerkent m’ho deuz he glevet, e teu Satan hag e lam kuit ar Ger a oa bet hadet en ho c’halonou; 16er memeus doare, ar re a receo an had el leac’chiou meinec, eo ar re pere, kerkent ha ma klevont ar Ger, a receo anezhan gant joa; 17mes n’ho deuz ket a c’hrizien enhe ho‐unan, ha ne badont nemed eur momant, neuze kerkent ha ma sav trubul pe bersecution abalamour d’ar Ger, e vezont scandalizet. 18Hag ar re a receo an had e‐touez ar spern, eo ar re a zelaou ar Ger; 19mes sourciou ar bed‐man, tromplerez ar madou ha meur seurt desiriou all o tond varnezhe, a voug ar Ger, hag e teu da veza difrouez; 20mes ar re ho deuz recevet an had en douar mad, eo ar re a zelaou ar Ger, hag a receo anezhan, hag a zoug frouez, unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant.
21Lavaret a eure c’hoas dezhe: Daoust ha digasset e vez eur c’houlaouen evit he lakaad dindan eur boezel, pe dindan eur gwele? Ha n’ed eo ket kentoc’h evit he lakaad var eur c’hantoleur? 22Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza discleriet, ha netra goloet ha na dle beza rentet anat. 23Mar hen deuz unan‐benag diou‐skouarn da glevet, ra zelaouo.
24Lavaret a reaz c’hoas dezhe: Likit evez ouz ar pez a glevit. Diouz ar muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h, ha deoc’h‐hu pere a zelaou e vezo roet c’hoas muioc’h. 25Rag an neb hen deuz e vezo roet dezhan; mes an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan zoken ar pez hen deuz.
26Lavaret a reazc’hoas: Rouantelez Doue a zo henvel ouz eun den hag hen deuz taolet had en douar; 27pe hen a gousko pe hen a vezo var ar bale, koulz en noz evel en deiz, an had ne ehan ket da ziwann ha da greski hep ma oar an den penaos. 28Rag an douar a ro anezhan he‐unan, da genta ar yeot, neuze an damoezen, ha goude‐ze ar c’hreunen en damoezen. 29Ha pa vez dare ar frouez, e lekeer rag‐tal ar fals enhan, rag an eost a zo deuet.
30Lavaret a eure c’hoas: Deuz a betra e lavarimp ez eo henvel rouantelez Doue, pe dre be seurt parabolen ec’h hallimp‐ni hen rei da gompren? 31Henvel eo ouz eur c’hreunen moutard, pehini, pa vez hadet, a zo ar bihana euz an holl hadou a vez taolet en douar; 32mes goude ma vez hadet, e sav hag e teu da veza brassoc’h eged an holl louzou all, hag e taol brancou braz, en hevelep doare ma hell lapoused an env choum dindan he disheol.
33Dre galz a barabolennou euz ar seurt‐se e tisclerie dezhe ar Ger, hervez ma c’hallent compren anezhan. 34Ha na gomze ket outhe hep parabolen; mes, pa en em gave he‐unan gant he ziskibien, e tisclerie pep tra dezhe.
35En devez‐se, pa oe deuet an abardaez, e lavaraz dezhe: Tremenomp en tu all d’ar mor. 36Hag o veza kasset kuit ar bobl, e kasjont Jesus ganthe evel ma oa er vag; ha bez’ e oa ive bagou bihan all hag a iea assambles ganthan. 37Neuze e savaz eur barrad gwall amzer, hag o veza ma en em daole ar mor var ar vag, e oa erru dija karget a zour. 38Mes hen a oa e pen adre ar vag, kousket var eur pluec; dihuna a rejont anezhan, hag e leverjont dezhan: Mestr, ne rez van e‐bed eta, vid hon gwelet o vond da goll? 39Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite ouz an avel, hag a lavaraz d’ar mor: Ro peoc’h ha choum sioul. Hag an avel a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza calm braz. 40Neuze e lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu aoun? Penaos n’hoc’h euz‐hu ket a feiz? 41Hag int spouronet‐holl a lavare an eil d’egile: Piou eta eo he‐man, pa rank zo‐ken an avel hag ar mor senti outhan?

Currently Selected:

Sant Marc 4: JEN1897

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in