YouVersion Logo
Search Icon

Sant Marc 5

5
CHABISTR V.
1Arruout a rejont en tu all d’ar mor, en bro ar Gadarened. 2Ha kerkent ha ma oe diskennet Jesus euz ar vag, e teuaz d’he zialben eun den a oa o tond euz ar beziou, hag a oa possedet gant eur spered impur. 3He‐man a rea he choumach er beziou, ha ne halle den he zerc’hel stag zoken gant chadennou; 4rag alies, goude ma oa bet lakeat hualou var he dreid, ha ma oa bet staget gant chadennou, e oa bet diframmet ganthan ar chadennou ha toret an hualou; ha den na helle dond a‐ben anezhan. 5Hag e choume atao, noz deiz, var ar meneziou hag er beziou, o crial hag oc’h en em vlonsa gant mein.
6Pa hen doe gwelet Jesus a‐ziabell, e teuaz en eur redec d’en em brosterni dirazhan, 7hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel: Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl‐galloudec! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun. 8Rag Jesus a lavare dezhan: Spered impur, kea er meaz euz an den‐ze. 9Ha Jesus a c’houlennaz diganthan: Pe hano ec’h euz? Hag hen a respontaz: Lejion eo va hano, o veza ma’z omp kalz. 10Hag e pede stard anezhan na gasche ket anezhe er meaz euz ar vro‐ze.
11Hogen, bez’ e oa eno, var gostez ar meneziou, eur vanden vraz a voc’h o peuri. 12Hag an holl drouk‐sperejou a bede anezhan, en eur lavaret: Kas ac’hanomp er moc’h‐ze, evit ma’z aimp enhe. Ha rag‐tal Jesus a bermetaz dezhe. 13Neuze ar sperejou impur‐ze, o veza eat er meaz, a antreaz er moc’h, hag ar vanden, a oa anezhe var‐dro daou vil, en em daolaz d’an traon er mor, hag e oent beuzet eno. 14Hag ar re a oa o vessa ar moc’h a redaz kuit, hag a gassaz ar c’helou‐ze en kear ha var ar meaz. 15Hag an dud a zeuaz er meaz da velet ar pez a oa c’hoarvezet; hag e teujont etrezeg Jesus, hag e veljont an hini a oa bet dalc’het gant al lejion a zrouk‐sperejou, azezet, gwisket hag en he skiant vad; hag e teuaz aoun braz dezhe. 16Hag ar re ho doa gwelet kement‐se, a gontaz dezhe ar pez a oa c’hoarvezet gant an den possedet ha gant ar moc’h. 17Neuze en em lekejont d’hen pedi da vont kuit euz ho bro.
18Ha pa oe pignet er vag, an hini a oa bet dalc’het gant an drouk‐spered a bedaz anezhan d’hen lezel da choum ganthan. 19Mes Jesus na bermetaz ket dezhan, hag a lavaraz dezhan: Kea d’az ti da gavoud da dud, ha lavar dezhe an traou burzudus hen deuz great an Aotrou d’id, ha penaos hen deuz bet truez ouzid. 20Hag ez eaz kuit, hag en em lakeaz da ziscleria en Decapolis an traou burzudus hen doa great Jesus dezhan; hag an holl a oe souezet braz.
21Jesus o veza adare treuzet ar mor er vag hag eat d’an tu all, eur foul braz a dud en em zastumaz en dro dezhan, hag hen a oa tost d’ar mor.
22Hag unan euz a chefou ar sinagog, hanvet Jairus, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’he dreid, hag a bedaz stard anezhan, 23en eur lavaret: Va merc’h vihan a zo prest da vervel; deuz da astenn da zaouarn varnezhi, evit ma vezo iac’heet, hag e vevo. 24Ha Jesus a ieaz ganthan; hag e oe heulliet gant eur bobl vraz, pehini a waske anezhan.
25Neuze eur vaouez, hag a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, 26hag he doa souffret kalz etre daouarn meur a vedeusin, hag he doa dispiniet kement he doa, hep kaout soulajamant e‐bed, mes kentoc’h en em gavet gwassoc’h c’hoas, 27o veza klevet komz euz a Jesus, a zeuaz aziadre e‐touez ar foul hag a douchaz ouz he zae. 28Rag lavaret a rea; Mar gellan hep‐ken touch ouz he zae, e vezin pare. 29Ha rag‐tal he dioada a ehanaz; hag e santaz en he c’horf e oa pareet euz he c’hlenved. 30Kerkent, Jesus oc’h anaoud enhan he‐unan ar vertuz a oa eat euz anezhan, a zistroaz e‐kreiz ar bobl, en eur lavaret: Piou hen deuz touchet ouz za dillad? 31Hag he ziskibien a lavaraz dezhan: Gwelet a rez e wask ar bobl ac’hanoud, hag e leverez: Piou hen deuz touchet diouzin? 32Hag e selle en dro dezhan, evit gwelet an hini hen doa great kement‐se. 33Neuze ar vaouez, spountet hag en eur grena, o c’houzoud ar pez a oa bet great enhi, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid, hag a lavaraz dezhan ar wirionez var he hed. 34Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved.
35Pa oa c’hoas o komz, e teuaz tud euz a di ar chef euz ar sinagog da lavaret dezhan: Da verc’h a zo maro; nachoum ket pelloc’h da skuiza ar Mestr. 36Kerkent ha m’hen doe Jesus klevet ar gomz‐ze, e lavaraz da chef ar sinagog: Bez hep aoun, cred hep‐ken. 37Ha na bermetaz da zen mond var he lerc’h, nemed da Ber, da Jakes ha da Ian, breur Jakes. 38O veza erruet en ti ar chef euz ar sinagog, e velaz an drouz vraz a oa ganthe ha tud o wela, hag o crial var bouez ho fen. 39Hag o veza eat ebarz, e lavaraz, dezhe: Perag e rit‐hu an drouz‐ze, ha perag e welit‐hu? N’eo ket maro ar bugel, mes kousket hep‐ken. 40Hag e rent goab anezhan; mes hen, goude beza great dezhe holl mond er meaz, a gemeraz tad ha mam ar bugel, hag ar re a oa assambles ganthan, hag ec’h antreaz el leac’h ma oa gourvezet ar bugel. 41Hag, o veza kemeret he dorn, e lavaraz dezhi: Talitha coumi; da lavaret eo: Plac’h vihan, sav, me hen lavar d’id. 42Ha rag‐tal ar plac’h vihan a zavaz hag en em lekeaz da vale, rag daouzec vloaz he doa. Hag e oent souezet meurbed. 43Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement‐se; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.

Currently Selected:

Sant Marc 5: JEN1897

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in