1
Lukaz 10:19
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Setu, em eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c’hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c’hello noazout ouzhoc’h.
Sammenlign
Udforsk Lukaz 10:19
2
Lukaz 10:41-42
Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec’h gant kalz a draoù. Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.
Udforsk Lukaz 10:41-42
3
Lukaz 10:27
Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan.
Udforsk Lukaz 10:27
4
Lukaz 10:2
Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
Udforsk Lukaz 10:2
5
Lukaz 10:36-37
Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron? Eñ a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.
Udforsk Lukaz 10:36-37
6
Lukaz 10:3
It, setu, e kasan ac’hanoc’h evel oaned e-touez bleizi.
Udforsk Lukaz 10:3
Hjem
Bibel
Læseplaner
Videoer