1
Lukaz 19:10
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.
Sammenlign
Udforsk Lukaz 19:10
2
Lukaz 19:38
Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc’h en neñv ha gloar el lec’hioù uhel meurbet!
Udforsk Lukaz 19:38
3
Lukaz 19:9
Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma’z eo hemañ ivez mab da Abraham.
Udforsk Lukaz 19:9
4
Lukaz 19:5-6
Jezuz, o vezañ deuet el lec’h-se hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv en da di. Eñ a ziskennas buan hag en degemeras gant levenez.
Udforsk Lukaz 19:5-6
5
Lukaz 19:8
Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.
Udforsk Lukaz 19:8
6
Lukaz 19:39-40
Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien. Eñ a respontas dezho: Me a lavar deoc’h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.
Udforsk Lukaz 19:39-40
Hjem
Bibel
Læseplaner
Videoer