Geneliezh 1

1
Pennad 1
Ar grouidigezh
1Er penn-kentañ e krouas Doue an neñvoù hag an douar.
2An douar a oa deuet dizoare ha goullo, an deñvalijenn a oa war-c'horre an donder, ha Spered Doue a fiñve dreist an doureier.
3Doue a lavaras: Ra vo ar sklêrijenn. Hag ar sklêrijenn a voe.
4Doue a welas e oa mat ar sklêrijenn, ha Doue a zispartias ar sklêrijenn diouzh an deñvalijenn.
5Doue a c'halvas ar sklêrijenn deiz, hag an deñvalijenn noz. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an deiz kentañ.
6Doue a lavaras: Ra vo un astennidigezh etre an doureier, ma tispartio an doureier diouzh an doureier.
7Doue a reas an astennidigezh hag a zispartias an doureier a zo dindan an astennidigezh diouzh ar re a zo dreist an astennidigezh. Hag evel-se e voe.
8Doue a c'halvas an astennidigezh neñvoù. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an eil deiz.
9Doue a lavaras: Ra en em zastumo an doureier a zo dindan an neñvoù en ul lec'h hepken, ma en em ziskouezo ar sec'h. Hag evel-se e voe.
10Doue a c'halvas ar sec'h douar, ha dastumadeg an doureier morioù. Doue a welas e oa mat kement-se.
11Doue a lavaras: Ra broduo an douar glasvez, geot o tougen had, gwez-frouezh o tougen o frouezh hervez o rumm hag o devo o had enno o-unan war an douar. Hag evel-se e voe.
12An douar a broduas glasvez, geot o tougen o had hervez o rumm, gwez o tougen frouezh hag o doa o had enno o-unan hervez o rumm. Doue a welas e oa mat kement-se.
13Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an trede deiz.
14Doue a lavaras: Ra vo goulaouennoù en astennidigezh an neñvoù evit dispartiañ an deiz diouzh an noz; ra vint sinoù evit an amzerioù, evit an deizioù hag evit ar bloavezhioù;
15ra vint goulaouennoù en astennidigezh an neñvoù evit sklêrijennañ an douar. Hag evel-se e voe.
16Doue a reas an div c'houlaouenn vras: ar c'houlaouenn vrasañ evit ren war an deiz, hag ar c'houlaouenn vihanañ evit ren war an noz. Ober a reas ivez ar stered.
17Doue a lakaas anezho en astennidigezh an neñvoù evit sklêrijennañ an douar,
18evit ren war an deiz ha war an noz, hag evit dispartiañ ar sklêrijenn diouzh an deñvalijenn. Doue a welas e oa mat kement-se.
19Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar pevare deiz.
20Doue a lavaras: Ra broduo an doureier boudoù bev a-fonn, ha ra nijo laboused a-us d'an douar war-zu astennidigezh an neñvoù.
21Doue a grouas ar pesked bras hag an holl voudoù bev a fiñv a broduas an doureier gant fonnder hervez o rumm, ha pep labous askellek hervez e rumm. Doue a welas e oa mat kement-se.
22Doue o bennigas, o lavarout: Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit doureier ar morioù, ha ra gresko al laboused war an douar.
23Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar pempvet deiz.
24Doue a lavaras: Ra broduo an douar boudoù bev hervez o rumm, chatal, stlejviled hag anevaled douarek hervez o rumm. Hag evel-se e voe.
25Doue a reas anevaled an douar hervez o rumm, ar chatal hervez e rumm hag holl stlejviled an douar hervez o rumm. Doue a welas e oa mat kement-se.
26Doue a lavaras: Greomp an den en hor skeudenn, hervez hon heñveledigezh, ha ra reno war besked ar mor, war laboused an neñvoù, war ar chatal, war an douar holl ha war an holl stlejviled a ruz war an douar.
27Doue a grouas an den en e skeudenn, e grouiñ a reas e skeudenn Doue; krouiñ a reas ur gwaz hag ur vaouez.
28Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.
29Ha Doue a lavaras: Setu, roet em eus deoc'h pep geotenn o tougen had a zo war-c'horre an douar holl, ha pep gwezenn he deus enni frouezh gwezenn o tougen had: kement-se a vo ho poued.
30Da holl loened an douar, da holl laboused an neñvoù, da gement a fiñv war an douar hag en deus ennañ un ene bev, em eus roet pep geotenn c'hlas evit boued. Hag evel-se e voe.
31Doue a welas kement en doa graet ha setu, e oa mat-meurbet. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe ar c'hwec'hvet deiz.

Valgt i Øjeblikket:

Geneliezh 1: Koad21

Markering

Del

Kopiér

None

Vil du have dine markeringer gemt på tværs af alle dine enheder? Tilmeld dig eller log ind