Lukaz 11
11
Pennad 11
Ar bedenn
1Un deiz ma oa o pediñ en ul lec’h bennak, goude m’en doe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ evel m’en deus Yann desket ivez d’e ziskibien. 2Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv, 3ro deomp bemdez hor bara pemdeziek, 4pardon deomp hor pec’hedoù, rak ni a bardon ivez d’ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.
Pedit hep termal
5Lavarout a reas dezho: Mar en defe unan ac’hanoc’h ur mignon hag a zeufe d’e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara, 6rak ur mignon din a zo deuet da’m zi eus ur veaj ha ne’m eus netra da ginnig dezhañ, 7ha mar respontfe an den a zo en e di: Na dregas ket ac’hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin er gwele, ne c’hellan ket sevel evit o reiñ dit, 8me a lavar deoc’h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma’z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d’e dregaserezh hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm. 9Me a lavar deoc’h: Goulennit hag e vo roet deoc’h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc’h. 10Rak an neb a c’houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ. 11Piv eo an tad en ho touez a roio ur maen d’e vab pa c’houlenn digantañ bara? Pe mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec’h pesk? 12Pe mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug? 13Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d’ar re en goulenn digantañ!
Jezuz a yac’ha un den mut hag a zesk
14Jezuz a gasas kuit un diaoul a oa mut. Pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet. 15Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul priñs an diaouled eo e kas an diaouled kuit. 16Reoù all, evit e amprouiñ, a c’houlennas digantañ ur mirakl eus an neñv. 17Evel ma anaveze o soñjezonoù, e lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec’h-unan a zeuio da netra, hag un ti dizunanet gantañ e-unan a vo diskaret. 18Mar d’eo eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaouled? 19Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c’has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien. 20Met mar kasan kuit an diaouled dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc’h. 21Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e surentez. 22Met pa zeu unan all kreñvoc’h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno hag e lodenn e ziwisk. 23An hini n’emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
Distro ar spered hudur
24Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec’hioù sec’h da glask diskuizh, ha ne gav ket. Neuze e lavar: Distreiñ a rin da’m zi a-belec’h on deuet. 25Pa zeu, e kav anezhañ skubet ha kempennet. 26Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. 27Evel ma lavare an traoù-se, ur wreg eus a-greiz ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus eo ar c’hof en deus da zouget hag eürus eo an divronn ac’h eus sunet! 28Met eñ a lavaras: Nann, eürus eo kentoc’h ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!
Mirakl Jona
29Evel m’en em zastume ar bobl en ur vandenn vras war e dro, en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall, goulenn a ra ur mirakl ha ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. 30Rak evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Ninive, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ. 31Rouanez ar C’hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ hag a gondaono anezho, abalamour ma’z eo deuet eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Salomon. 32Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m’o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Jona.
Lamp ar c’horf
33Den n’enaou ul lamp evit e lakaat en ul lec’h kuzhet pe dindan ur boezell, met e lakaat a raer war ur c’hantolor, evit ma welo ar sklêrijenn ar re a zeu en ti. 34Al lagad eo lamp ar c’horf. Mar d-eo eta da lagad yac’h, da holl gorf a zo sklêrijennet, met mar d-eo fall, da gorf ivez a zo en deñvalijenn. 35Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout. 36Mar d-eo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n’eus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac’hanout gant e sklêrijenn.
Gwalleur deoc’h, farizianed...
37Evel ma komze, ur farizian a bedas anezhañ da leinañ en e di. Mont a reas hag en em lakaas ouzh taol. 38Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc’het a-raok lein. 39Met an Aotrou a lavaras dezhañ: C’hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc’h leun a laeroñsi hag a fallentez. 40Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n’en deus ket graet ivez an diabarzh? 41Roit kentoc’h aluzenoù eus ar pezh hoc’h eus, ha setu, pep tra a vo glan evidoc’h. 42Met gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 43Gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma karit ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù. 44Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma’z oc’h heñvel ouzh bezioù na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno. 45Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac’hanomp-ni ivez. 46Hag e lavaras: Gwalleur deoc’h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec’hioù na c’hellont ket dougen, ha c’hwi hoc’h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied. 47Gwalleur deoc’h! Abalamour ma savit bezioù d’ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d’ar marv. 48C’hwi a zo eta an testoù hag ar c’henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak lakaet o deus anezho d’ar marv, ha c’hwi a sav o bezioù. 49Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint, 50evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed, 51adalek gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ. Ya, a lavaran deoc’h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ. 52Gwalleur deoc’h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc’h eus kemeret alc’houez an anaoudegezh, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. 53Evel ma lavare kement-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d’e waskañ start evit e lakaat da gomz war galz a draoù, 54o stignañ pechoù dezhañ hag o klask pakañ un dra bennak eus e c’henoù, evit e damall.
Valgt i Øjeblikket:
Lukaz 11: Koad21
Markering
Del
Kopiér
![None](/_next/image?url=https%3A%2F%2Fimageproxy.youversionapistaging.com%2F58%2Fhttps%3A%2F%2Fweb-assets.youversion.com%2Fapp-icons%2Fda.png&w=128&q=75)
Vil du have dine markeringer gemt på tværs af alle dine enheder? Tilmeld dig eller log ind