Lukaz 12
12
Pennad 12
An diskibien kemennet ha kalonekaet
1War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d’e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh. 2Met n’eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet. 3Dre-se an traoù ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c’hambroù a vo prezeget war lein an tiez. 4Hag e lavaran deoc’h-c’hwi va mignoned: N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha, goude-se, ne c’hellont ober netra ouzhpenn. 5Met me a ziskouezo deoc’h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d’ar gehenn, goude m’en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc’h, hennezh eo an hini a dleit doujañ. 6Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n’ankounac’ha ket unan hepken anezho. 7Zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N’ho pet ket aon eta, c’hwi a dalvez muioc’h eget kalz a c’holvaned. 8Lavarout a ran deoc’h: Piv bennak a anzavo ac’hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue, 9met an hini a zinac’ho ac’hanon dirak an dud, a vo dinac’het dirak aeled Doue.
Ar gwallgomzoù a-enep ar Spered-Santel
10Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met d’an hini a wallgomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.
Bezañ diskibl
11Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c’halloudek, n’en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout, 12rak ar Spered-Santel a zesko deoc’h d’an eur-se ar pezh ho po da lavarout.
Parabolenn an den pinvidik diskiant
13Unan eus a-bgreiz ar bobl a lavaras dezhañ: Mestr, lavar d’am breur lodennañ ganin hon hêrezh. 14Met eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet da varner pe da ober ho lodennoù? 15Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n’en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù. 16Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o doa roet kalz a frouezh, 17hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne’m eus ket lec’h a-walc’h evit dastum va eost. 18Lavarout a reas: Setu ar pezh a rin, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc’h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù. 19Hag e lavarin da’m ene: Va ene, kalz a vadoù ac’h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen. 20Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo? 21Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan ha n’eo ket pinvidik e Doue.
Na vezit ket nec’het
22Neuze e lavaras d’e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. 23Ar vuhez a zo muioc’h eget ar boued, hag ar c’horf muioc’h eget an dilhad. 24Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n’o deus na kav na solier, ha Doue o mag. Pegement ne dalvezit ket muioc’h eget laboused? 25Piv ac’hanoc’h, gant e holl nec’h, a c’hellfe kreskiñ e vent eus un ilinad#12:25 50 cm? 26Ma ne c’hellit ket eta ober an traoù bihanañ hoc’h-unan, perak oc’h nec’het gant ar peurrest? 27Sellit penaos e kresk al lili, ne labouront ket ha ne nezont ket, koulskoude e lavaran deoc’h penaos Salomon e-unan, en e holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezho. 28Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz? 29N’en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec’het. 30Rak tud ar bed eo a glask an draoù-se. Ho Tad a oar hoc’h eus ezhomm anezho. 31Klaskit kentoc’h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn. 32Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh. 33Gwerzhit ar pezh hoc’h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc’hier deoc’h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec’h al laer ne dosta ket hag e-pelec’h ar preñv ne zistruj ket. 34Rak el lec’h ma’z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.
... rak Mab an den a zeuio...
35Ra vo ho tivgroazell gourizet hag ho lampoù war enaou. 36Bezit evel tud a c’hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, evit pa zeuio ha pa skoio war an nor ma tigorint dezhañ raktal. 37Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho. 38Mar deu d’an eil pe d’an drede veilhadenn, ha mar o c’hav er stad-se, eürus ar servijerien-se! 39Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di. 40C’hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket. 41Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni pe d’an holl e lavarez ar barabolenn-se? 42An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed? 43Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc’h ober kement-se pa erruo! 44Me a lavar deoc’h e gwirionez, e lakaio anezhañ war gement en deus. 45Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d’en em vezviñ, 46mestr ar servijer-se a zeuio en deiz na c’hortoz ket hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar re zifeiz. 47Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù. 48Met an hini n’en deus ket hec’h anavezet hag en deus graet traoù dellezek a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc’h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc’h digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ. 49Deuet on da lakaat an tan war an douar, ha petra am eus da c’hoantaat mar d-eo enaouet dija? 50Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc’hraet! 51Ha krediñ a rit on deuet da zegas ar peoc’h war an douar? Nann a lavaran deoc’h, met kentoc’h an dizunvaniezh. 52Rak en amzer da zont, e vo pemp dizunvanet en un ti, tri a-enep daou ha daou a-enep tri, 53an tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc’h hag ar verc’h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc’h-kaer hag ar verc’h-kaer a-enep ar vamm-gaer. 54Lavarout a reas c’hoazh d’ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh ar c’huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav. Hag e teu. 55Ha pa c’hwezh avel ar c’hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo. Hag e teu. 56Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n’anavezit ket an amzer-mañ? 57Ha penaos n’anavezit ket ac’hanoc’h hoc’h-unan ar pezh a zo reizh? 58Pa’z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskargañ digantañ, gant aon na lakafe ac’hanout dirak ar barner, hag ar barner da’z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da’z lakaat er prizon. 59Me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ken na’z po paeet an diwezhañ gwenneg.
Valgt i Øjeblikket:
Lukaz 12: Koad21
Markering
Del
Kopiér
![None](/_next/image?url=https%3A%2F%2Fimageproxy.youversionapistaging.com%2F58%2Fhttps%3A%2F%2Fweb-assets.youversion.com%2Fapp-icons%2Fda.png&w=128&q=75)
Vil du have dine markeringer gemt på tværs af alle dine enheder? Tilmeld dig eller log ind

:
Markering
Del
Kopiér
![None](/_next/image?url=https%3A%2F%2Fimageproxy.youversionapistaging.com%2F58%2Fhttps%3A%2F%2Fweb-assets.youversion.com%2Fapp-icons%2Fen.png&w=128&q=75)