Lukaz 18

18
Pennad 18
Parabolenn an intañvez kendalc’hus
1Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ. 2Lavarout a reas: Bez’ e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue ha n’en doa resped ebet evit den. 3Bez’ e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d’e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour. 4E-pad pell amzer ne c’hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na’m eus resped ebet evit den, 5koulskoude, dre ma teu an intañvez-se da skuizhañ ac’hanon, e rin reizhder dezhi gant aon na gendalc’hfe da derriñ din va fenn. 6An Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal. 7Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ? 8Me a lavar deoc’h e veñjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?
Parabolenn ar publikan hag ar farizian
9Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh hag a zisprize ar re all: 10Daou zen a bignas d’an templ da bediñ. Unan a oa farizian hag egile a oa publikan. 11Ar farizian, oc’h en em zerc’hel en e sav, a bedas evel-henn ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n’on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se. 12Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus. 13Ar publikan, oc’h en em zerc’hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d’an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec’her! 14Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
Ar vugale vihan
15Degas e voe dezhañ ivez bugale vihan, evit ma stokje outo. Met an diskibien, o welout kement-se, a c’hrozmole dezho. 16Jezuz, o c’hervel anezho d’e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d’ar re a zo heñvel outo. 17Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
An den pinvidik
18Unan eus ar pennoù a c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 19Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n’eo mat, nemet Doue hepken. 20Anavezout a rez ar gourc’hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; enor da dad ha da vamm. 21Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. 22Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c’hoazh un dra: gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon. 23P’en doe klevet kement-se, e teuas gwall drist, rak pinvidik bras e oa. 24Jezuz, o welout e oa deuet gwall drist, a lavaras: Pegen diaes e vo d’ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! 25Aesoc’h eo d’ur c’hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d’un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. 26Ar re en kleve a lavaras: Ha piv eta a c’hell bezañ salvet? 27Lavarout a reas: Ar pezh a zo dibosupl d’an dud a zo posupl da Zoue. 28Pêr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet. 29Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos n’eus den en defe kuitaet ti, pe gerent, pe vreudeur, pe wreg, pe vugale, evit rouantelezh Doue, 30ha ne resevo kalz muioc’h er c’hantved-mañ, hag er c’hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
Jezuz a ziougan e varv adarre
31Eñ a gemeras neuze a-du an daouzek hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den a ya da vezañ peurc’hraet. 32Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ, 33ha, goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz. 34Ne gomprenjont netra e kement-se. Ar c’homzoù-se a oa kuzhet evito ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.
Jezuz a yac’ha un den dall
35Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent hag a c’houlenne an aluzen. 36O klevout ar bobl a dremene, e c’houlennas petra a oa kement-se. 37Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared. 38Hag e krias, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin! 39Ar re a yae a-raok a c’hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c’hoazh kreñvoc’h: Mab David, az pez truez ouzhin! 40Jezuz, o chom a-sav, a c’hourc’hemennas ma vefe degaset dezhañ ha, pa voe tostaet, e c’houlennas digantañ: 41Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma’c’h adkavin ar gweled. 42Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac’haet. 43Kerkent ec’h adkavas ar gweled, hag ec’h heulias Jezuz o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.

Valgt i Øjeblikket:

Lukaz 18: Koad21

Markering

Del

Kopiér

None

Vil du have dine markeringer gemt på tværs af alle dine enheder? Tilmeld dig eller log ind