Sant Lucas 23
23
CHABISTR XXIII.
1Neuze an assamble holl, o veza savet, a gassaz anezhan da Bilat.
2Hag int a gommansaz tamal anezhan, en eur lavaret: Kavet hon euz an den‐man o trompla ar bobl hag o tifen paea an tribut da Cezar, hag o lavaret ez eo hen he‐unan ar C’hrist, ar roue. 3Neuze Pilat a c’houlennaz diganthan: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret a rez.
4Ha Pilat a lavaraz da brinsed ar veleien ha d’ar bobl: Ne gavan netra da damal en den‐man. 5Mes int a zalc’he muioc’h‐mui varnezhan, en eur lavaret: Lakaad a ra ar bobl d’en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman.
6Pa glevaz Pilat komz euz ar Galile, e c’houlennaz hag an den‐ze a oa Galilead. 7Hag o veza klevet e oa euz a c’houarnamant Herodes, e kassaz anezhan da gavoud Herodes, pehini a oa ive en Jerusalem en deiziou‐ze.
8Pa velaz Herodes Jesus, hen devoe eur joa vraz, rag abaoe pell amzer hen doa c’hoant d’he velet, o veza m’hen doa klevet lavaret kalz a draou divar he ben; hag e oa en gortoz d’he velet oc’h ober eur miracl‐benag. 9Goulen a reaz eta meur a dra diganthan; mes Jesus na respontaz netra dezhan. 10Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a oa eno, hag e tamallent anezhan gant coler. 11Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat. 12En deiz‐ze ive Pilat hag Herodes a zeuaz da veza mignoned; rag araog e oa droug etrezhe.
13Neuze Pilat, o veza assamblet prinsed ar veleien, ar barnerien, hag ar bobl, a lavaraz dezhe: 14Digasset hoc’h euz an den‐man d’in, tamallet ganeoc’h da lakaad ar bobl d’en em zevel; ha koulskoude, pa em euz hen interrojet dirazoc’h, n’em euz kavet anezhan coupabl a hini euz an torfedou a damallit dezhan; 15nag Herodes ken neubeud; rag kasset em euz ac’hanoc’h d’hen kavout; ha setu n’hen deuz great netra da veritout ar maro. 16Rag‐se, goude beza hen castizet, e laoskin anezhan.
17Hogen, bep gouel e tlie accordi dezhe liberte eur prizonnier. 18En em lakaad a rejont eta da grial holl assambles: Laka he‐man d’ar maro, ha laosk ganeomp Barabbas. 19Hogen, Barabbas a oa bet lakeat er prizon abalamour da eur revolt a oa c’hoarvezet en kear, hag abalamour da eur muntrerez.
20Pilat a gomzaz a‐nevez outhe, gant ar c’hoant hen doa da leuskel Jesus. 21Mes int a gommansaz da grial, en eur lavaret: Crucifi, Crucifi, anezhan. 22Hag e lavaraz dezhe an trede gwech: Pe seurt droug eta hen deuz hen great? n’am euz kavet netra enhan hag a verit ar maro. Me eta a bunisso anezhan, ha neuze e laoskin anezhan. 23Mes int a zalc’he muioc’h‐mui da c’houlen, en eur grial var bouez ho fen ma vije crucifiet; hag ho c’hri‐fors hag hini prinsed ar veleien a greske bepred. 24Neuze Pilat a c’hourc’hemenaz ma vije great ar pez a c’houlennent. 25Hag e laoskaz ganthe an hini a oa bet lakeat er prizon evit eur revolt hag evit eur muntr, pa her goulennent; hag e laoskaz Jesus en ho bolontez.
26Ha pa oant ouz hen kas ganthe, e kemerjont eun den euz a Zyren, hanvet Simon, pehini a oa o tond divar ar meaz, hag e lekejont ar groaz varnezhan, evit he dougen var lerc’h Jesus.
27Hag eur foul vraz a bobl hag a c’hragez a iea var he lerc’h, hag a skoe var boull ho c’halon hag a hirvoude divar he ben. 28Mes Jesus o tistrei outhe, a lavaraz: Merc’hed Jerusalem, na welit ket varnoun‐me, mes gwelit varnoc’h hoc’h‐unan ha var ho pugale; 29rag dond a rai an deiziou ma vezo lavaret: Eürus ar gragez difrouez, ar c’hovou n’ho deuz ket douget, hag ar bronou n’ho deuz ket roet da zena! 30Neuze en em lakaint da lavaret d’ar meneziou: Kwezit varnomp, ha d’an tossennou: Goloit ac’hanomp. 31Rag mar greont kement‐se d’ar c’hoat glaz, petra a raint‐hi d’ar c’hoat sec’h?
32Digas a rent ive ganthe daou dorfetour all, evit ho lakaad d’ar maro assambles ganthan.
33Ha pa oent erruet el leac’h hanvet Calvar (pen‐maro), e crucifijont anezhan eno, hag an dorfetourien, unan a‐zeo, hag egile a‐gleiz. 34Mes Jesus a lavare: Va Zad, pardon dezhe, rag na ouzont ket petra a reont.
Neuze, e lodenjont he zillad, hag e tenjont d’ar zort varnezhe.
35Ar bobl a choume eno hag a zelle. Hag ar chefou a rea goab assambles gant ar bobl, en eur lavaret: Saveteet hen deuz ar re all, ra en em zavetao eta he‐unan, mar d’eo ar C’hrist, an hini choazet gant Doue. 36Ar zoudarded ive, o tostaad evit kinnig dezhan gwin‐egr, a rea goab anezhan, hag a lavare: 37Mar d’oud roue ar Judevien, en em zaveta da‐unan.
38Ha bez’ e oa ive a‐uz d’he ben ar c’homzou‐man scrivet en gregach, en latin hag en hebrach: HE‐MAN EO ROUE AR JUDEVIEN.
39Unan euz an dorfetourien a oa crucifiet a insulte anezhan ive, en eur lavaret: Mar d’oud ar C’hrist, en em zaveta da‐unan ha ni ive. 40Mes egile, ouz he repren, a lavaraz dezhan: N’ec’h euz eta doujans e‐bed evit Doue, rag condaonet oud d’ar memeus maro? 41Evidomp‐ni, gant justis eo e souffromp, rag souffr a reomp ar pez a zo dleet d’hon gwall oberou; mes he‐man n’hen deuz great droug e‐bed. 42Hag e lavare da Jesus: Aotrou, bez sonj ac’hanoun, pa vezi antreet en da rouantelez. 43Ha Jesus a lavaraz dezhan: E gwirionez hen lavaran d’id, hirio e vezi ganen er barados.
44Hogen ar c’houec’hved heur e oa, pe var‐dro, hag e teuaz tevalijen var an douar holl beteg an naoved heur. 45An heol a devalaaz, hag ar voal euz an templ a freuzaz dre he greiz.
46Ha Jesus, en eur grial gant eur vouez krenv, a lavaraz: Va Zad, etre da zaouarn e rentan va spered. Hag o veza lavaret kement‐se e varvaz.
47Ar c’hantener, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a rentaz gloar da Zoue, en eur lavaret: E gwirionez, an den‐ze a oa eun den just.
48Hag ar bobl holl a oa en em dastumet da velet kement‐man, o velet an traou a oa c’hoarvezet, a zistroe d’ar gear en eur skei var boull ho c’halon. 49Hag ar re holl euz he anaoudegez, hag ar groagez ho doa heulliet anezhan adaleg ar C’halile, en em zalc’he a‐ziabell, o sellet ouz an traou‐ze.
50Hogen eun den, hanvet Josef, hag a oa eur senatour, eun den mad ha just; 51pehini n’hen doa ket consantet d’ho c’huzul na d’ho oberou, hag a oa euz a Arimathe, eur gear euz ar Jude, hag a oa o c’hortoz ive rouantelez Doue, 52o veza deuet da gavout Pilat, a c’houlennaz diganthan corf Jesus. 53Hag o veza hen diskennet euz ar groaz, hen lienaz gant eul linsel, hag hen lakeaz en eur bez toullet er roc’h, ha ne oa bet c’hoas lakeat den e‐bed enhan. 54An deiz‐ze a oa deiz ar breparation, hag ar sabbat a iea da gommans.
55Hag ar gragez a oa deuet gant Jesus euz a C’halile, o veza eat var lerc’h Josef, a velaz e pe leac’h e oa ar bez, ha penaos e oa bet lekeat ar c’horf enhan. 56Hag o veza distroet var ho c’hiz, e preparjont essanzou ha louzou a c’houez‐vad, hag e kemerjont ho repos deiz ar sabbat, hervez al lezen.
Sélection en cours:
Sant Lucas 23: JEN1897
Surbrillance
Partager
Copier
Tu souhaites voir tes moments forts enregistrés sur tous tes appareils? Inscris-toi ou connecte-toi
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

: