Sant Vaze 3
3
CHABISTR III.
1En deiziou‐ze e teuaz Ian ar Badezour, o prezeg en dezert ar Jude, hag o lavaret: 2En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost. 3Rag he‐man eo an hini divarben pehini hen deuz komzet ar profet Izaias, pa lavaraz: Mouez an hini a gri en dezert: Preparit hent an Aotrou: lakit eün he wenojennou.
4Hogen, ar Ian‐ze hen doa eur zae a vleo kanval, hag eur gouriz ler en‐dro d’he groazel; hag he voued a oa killeien‐raden ha mel gwez.
5Neuze Jerusalem, hag ar Jude holl, hag an holl vro var‐dro d’ar Jourdan a zeue er meaz d’he gavout; 6hag e oent badezet ganthan er Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.
7Mes o velet kalz a Farizianed hag a Saduseed o tond d’he vadiziant, hen a lavaraz dezhe: Raç an aered‐viber! piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond? 8Grit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion. 9Ha na zonjit ket lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Beza hon deuz Abraham da dad; rag me a lavar deoc’h, ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham. 10Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan. 11Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan. 12He groe a zo ganthan en he zorn, hag e netaio ervad he leur, hag e tastumo he winiz er c’hreuniel; mes lakaad a rai ar pell da zevi en eun tan ha na varvo ket.
13Neuze Jesus a zeuaz euz a C’halile d’ar Jourdan, da gavout Ian, evit beza badezet ganthan. 14Mes Ian na felle ket dezhan he vadezi, hag a lavare: Me em euz ezom da veza badezet ganez, hag e teuez d’am c’havout! 15Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz dezhan: Na stourm ket ouzin evit breman; rag evel‐se eo e tere ouzomp accomplissa peb justis. Neuze ne stourmaz ken outhan.
16Ha goude ma oa bet badezet Jesus, e savaz rag‐tal euz an dour, ha setu an envou en em zigoraz dezhan, hag e velaz Spered Doue o tisken evel eur goulm hag o tond varnezhan. 17Ha setu eur vouez euz an envou, hag a lavaraz: He‐man eo va mab muia‐karet, e pehini em euz lakeat va holl joa.
Sélection en cours:
Sant Vaze 3: JEN1897
Surbrillance
Partager
Copier
Tu souhaites voir tes moments forts enregistrés sur tous tes appareils? Inscris-toi ou connecte-toi
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

: