Logo YouVersion
Icona Cerca

Sant Lucas 23

23
CHABISTR XXIII.
1Neuze an assamble holl, o veza savet, a gassaz anezhan da Bilat.
2Hag int a gommansaz tamal anezhan, en eur lavaret: Kavet hon euz an denโ€man o trompla ar bobl hag o tifen paea an tribut da Cezar, hag o lavaret ez eo hen heโ€unan ar Cโ€™hrist, ar roue. 3Neuze Pilat a cโ€™houlennaz diganthan: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret a rez.
4Ha Pilat a lavaraz da brinsed ar veleien ha dโ€™ar bobl: Ne gavan netra da damal en denโ€man. 5Mes int a zalcโ€™he muiocโ€™hโ€mui varnezhan, en eur lavaret: Lakaad a ra ar bobl dโ€™en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman.
6Pa glevaz Pilat komz euz ar Galile, e cโ€™houlennaz hag an denโ€ze a oa Galilead. 7Hag o veza klevet e oa euz a cโ€™houarnamant Herodes, e kassaz anezhan da gavoud Herodes, pehini a oa ive en Jerusalem en deiziouโ€ze.
8Pa velaz Herodes Jesus, hen devoe eur joa vraz, rag abaoe pell amzer hen doa cโ€™hoant dโ€™he velet, o veza mโ€™hen doa klevet lavaret kalz a draou divar he ben; hag e oa en gortoz dโ€™he velet ocโ€™h ober eur miraclโ€benag. 9Goulen a reaz eta meur a dra diganthan; mes Jesus na respontaz netra dezhan. 10Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a oa eno, hag e tamallent anezhan gant coler. 11Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat. 12En deizโ€ze ive Pilat hag Herodes a zeuaz da veza mignoned; rag araog e oa droug etrezhe.
13Neuze Pilat, o veza assamblet prinsed ar veleien, ar barnerien, hag ar bobl, a lavaraz dezhe: 14Digasset hocโ€™h euz an denโ€man dโ€™in, tamallet ganeocโ€™h da lakaad ar bobl dโ€™en em zevel; ha koulskoude, pa em euz hen interrojet dirazocโ€™h, nโ€™em euz kavet anezhan coupabl a hini euz an torfedou a damallit dezhan; 15nag Herodes ken neubeud; rag kasset em euz acโ€™hanocโ€™h dโ€™hen kavout; ha setu nโ€™hen deuz great netra da veritout ar maro. 16Ragโ€se, goude beza hen castizet, e laoskin anezhan.
17Hogen, bep gouel e tlie accordi dezhe liberte eur prizonnier. 18En em lakaad a rejont eta da grial holl assambles: Laka heโ€man dโ€™ar maro, ha laosk ganeomp Barabbas. 19Hogen, Barabbas a oa bet lakeat er prizon abalamour da eur revolt a oa cโ€™hoarvezet en kear, hag abalamour da eur muntrerez.
20Pilat a gomzaz aโ€nevez outhe, gant ar cโ€™hoant hen doa da leuskel Jesus. 21Mes int a gommansaz da grial, en eur lavaret: Crucifi, Crucifi, anezhan. 22Hag e lavaraz dezhe an trede gwech: Pe seurt droug eta hen deuz hen great? nโ€™am euz kavet netra enhan hag a verit ar maro. Me eta a bunisso anezhan, ha neuze e laoskin anezhan. 23Mes int a zalcโ€™he muiocโ€™hโ€mui da cโ€™houlen, en eur grial var bouez ho fen ma vije crucifiet; hag ho cโ€™hriโ€fors hag hini prinsed ar veleien a greske bepred. 24Neuze Pilat a cโ€™hourcโ€™hemenaz ma vije great ar pez a cโ€™houlennent. 25Hag e laoskaz ganthe an hini a oa bet lakeat er prizon evit eur revolt hag evit eur muntr, pa her goulennent; hag e laoskaz Jesus en ho bolontez.
26Ha pa oant ouz hen kas ganthe, e kemerjont eun den euz a Zyren, hanvet Simon, pehini a oa o tond divar ar meaz, hag e lekejont ar groaz varnezhan, evit he dougen var lercโ€™h Jesus.
27Hag eur foul vraz a bobl hag a cโ€™hragez a iea var he lercโ€™h, hag a skoe var boull ho cโ€™halon hag a hirvoude divar he ben. 28Mes Jesus o tistrei outhe, a lavaraz: Mercโ€™hed Jerusalem, na welit ket varnounโ€me, mes gwelit varnocโ€™h hocโ€™hโ€unan ha var ho pugale; 29rag dond a rai an deiziou ma vezo lavaret: Eรผrus ar gragez difrouez, ar cโ€™hovou nโ€™ho deuz ket douget, hag ar bronou nโ€™ho deuz ket roet da zena! 30Neuze en em lakaint da lavaret dโ€™ar meneziou: Kwezit varnomp, ha dโ€™an tossennou: Goloit acโ€™hanomp. 31Rag mar greont kementโ€se dโ€™ar cโ€™hoat glaz, petra a raintโ€hi dโ€™ar cโ€™hoat secโ€™h?
32Digas a rent ive ganthe daou dorfetour all, evit ho lakaad dโ€™ar maro assambles ganthan.
33Ha pa oent erruet el leacโ€™h hanvet Calvar (penโ€maro), e crucifijont anezhan eno, hag an dorfetourien, unan aโ€zeo, hag egile aโ€gleiz. 34Mes Jesus a lavare: Va Zad, pardon dezhe, rag na ouzont ket petra a reont.
Neuze, e lodenjont he zillad, hag e tenjont dโ€™ar zort varnezhe.
35Ar bobl a choume eno hag a zelle. Hag ar chefou a rea goab assambles gant ar bobl, en eur lavaret: Saveteet hen deuz ar re all, ra en em zavetao eta heโ€unan, mar dโ€™eo ar Cโ€™hrist, an hini choazet gant Doue. 36Ar zoudarded ive, o tostaad evit kinnig dezhan gwinโ€egr, a rea goab anezhan, hag a lavare: 37Mar dโ€™oud roue ar Judevien, en em zaveta daโ€unan.
38Ha bezโ€™ e oa ive aโ€uz dโ€™he ben ar cโ€™homzouโ€man scrivet en gregach, en latin hag en hebrach: HEโ€MAN EO ROUE AR JUDEVIEN.
39Unan euz an dorfetourien a oa crucifiet a insulte anezhan ive, en eur lavaret: Mar dโ€™oud ar Cโ€™hrist, en em zaveta daโ€unan ha ni ive. 40Mes egile, ouz he repren, a lavaraz dezhan: Nโ€™ecโ€™h euz eta doujans eโ€bed evit Doue, rag condaonet oud dโ€™ar memeus maro? 41Evidompโ€ni, gant justis eo e souffromp, rag souffr a reomp ar pez a zo dleet dโ€™hon gwall oberou; mes heโ€man nโ€™hen deuz great droug eโ€bed. 42Hag e lavare da Jesus: Aotrou, bez sonj acโ€™hanoun, pa vezi antreet en da rouantelez. 43Ha Jesus a lavaraz dezhan: E gwirionez hen lavaran dโ€™id, hirio e vezi ganen er barados.
44Hogen ar cโ€™houecโ€™hved heur e oa, pe varโ€dro, hag e teuaz tevalijen var an douar holl beteg an naoved heur. 45An heol a devalaaz, hag ar voal euz an templ a freuzaz dre he greiz.
46Ha Jesus, en eur grial gant eur vouez krenv, a lavaraz: Va Zad, etre da zaouarn e rentan va spered. Hag o veza lavaret kementโ€se e varvaz.
47Ar cโ€™hantener, o velet ar pez a oa cโ€™hoarvezet, a rentaz gloar da Zoue, en eur lavaret: E gwirionez, an denโ€ze a oa eun den just.
48Hag ar bobl holl a oa en em dastumet da velet kementโ€man, o velet an traou a oa cโ€™hoarvezet, a zistroe dโ€™ar gear en eur skei var boull ho cโ€™halon. 49Hag ar re holl euz he anaoudegez, hag ar groagez ho doa heulliet anezhan adaleg ar Cโ€™halile, en em zalcโ€™he aโ€ziabell, o sellet ouz an traouโ€ze.
50Hogen eun den, hanvet Josef, hag a oa eur senatour, eun den mad ha just; 51pehini nโ€™hen doa ket consantet dโ€™ho cโ€™huzul na dโ€™ho oberou, hag a oa euz a Arimathe, eur gear euz ar Jude, hag a oa o cโ€™hortoz ive rouantelez Doue, 52o veza deuet da gavout Pilat, a cโ€™houlennaz diganthan corf Jesus. 53Hag o veza hen diskennet euz ar groaz, hen lienaz gant eul linsel, hag hen lakeaz en eur bez toullet er rocโ€™h, ha ne oa bet cโ€™hoas lakeat den eโ€bed enhan. 54An deizโ€ze a oa deiz ar breparation, hag ar sabbat a iea da gommans.
55Hag ar gragez a oa deuet gant Jesus euz a Cโ€™halile, o veza eat var lercโ€™h Josef, a velaz e pe leacโ€™h e oa ar bez, ha penaos e oa bet lekeat ar cโ€™horf enhan. 56Hag o veza distroet var ho cโ€™hiz, e preparjont essanzou ha louzou a cโ€™houezโ€vad, hag e kemerjont ho repos deiz ar sabbat, hervez al lezen.

Attualmente Selezionati:

Sant Lucas 23: JEN1897

Evidenziazioni

Condividi

Copia

None

Vuoi avere le tue evidenziazioni salvate su tutti i tuoi dispositivi?Iscriviti o accedi