1
Sant Ian 15:5
Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
Me eo ar winien, c’houi eo ar brancou. An hini a choum enoun, ha me enhan, hennes a zoug kalz a frouez; rag distag diouzin, na hellit ober netra.
Linganisha
Chunguza Sant Ian 15:5
2
Sant Ian 15:4
Choumit enoun, ha me a choumo enoc’h. Evel na hell ket ar branc dougen frouez anezhan he‐unan, ma na choum ket stag ouz ar c’hef, evel‐se c’houi na hellit ket ken neubeud, ma na choumit ket enoun.
Chunguza Sant Ian 15:4
3
Sant Ian 15:7
Mar choumit enoun, ha mar choum va c’homzou enoc’h, goulennit ar pez a garot, hag e vezo roet deoc’h.
Chunguza Sant Ian 15:7
4
Sant Ian 15:16
N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan.
Chunguza Sant Ian 15:16
5
Sant Ian 15:13
Den e‐bed n’hen deuz brassoc’h karantez eged an hini a ro he vuez evit he vignoned.
Chunguza Sant Ian 15:13
6
Sant Ian 15:2
Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.
Chunguza Sant Ian 15:2
7
Sant Ian 15:12
He‐man eo va gourc’hemen, ma en em garot an eil egile, evel ma em euz ho karet.
Chunguza Sant Ian 15:12
8
Sant Ian 15:8
Mar deuit da zougen kalz a frouez, neuze e vezo va Zad glorifiet, hag e viot va diskibien.
Chunguza Sant Ian 15:8
9
Sant Ian 15:1
Me eo ar gwir winien, ha va Zad eo ar gwinienour.
Chunguza Sant Ian 15:1
10
Sant Ian 15:6
Mar d’euz unan‐benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont.
Chunguza Sant Ian 15:6
11
Sant Ian 15:11
An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma choumo va joa enoc’h, ha ma vezo peur‐leuniet ho choa.
Chunguza Sant Ian 15:11
12
Sant Ian 15:10
Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez.
Chunguza Sant Ian 15:10
13
Sant Ian 15:17
Ar pez a c’hourc’hemenan deoc’h, eo en em garet an eil egile.
Chunguza Sant Ian 15:17
14
Sant Ian 15:19
Ma vijec’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a zo dezhan; mes dre n’ez oc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet a‐douez ar bed, dre‐ze ar bed a deu d’ho kasaad.
Chunguza Sant Ian 15:19
Nyumbani
Bibilia
Mipango
Video