Psalmou 7
7
VII PSALM.
1Aotrou va Doué, enn-od em euz lekeat va fisians: diwall ac’-hanoun euz va holl heskinerien, ha dieub achauouu.
2Gand aoun na vé skrapet va ené evel eul léon, o tispenna ac’hanoun pa n’euz hini a helfé va zeuna ac’hanoun euz-hé zaouarn.
3Aotrou va Doué ma em euz great kement-se, ma ez euz fallagriez em daou-arn;
4Ma em euz rentet ann drouk d’ann hini a oe e peoc’h gan-en; (ia dieubet em euz ann hini a zo enebour d’in heb abek).
5Ra heskino ann enebour va ené, ha ra gemero anezhan: ra vrevô va buez war ann douar, ha ra gasô da boultr va gloar. Selah.
6Sav Aotrou enn da vuanegez, hag en em ziscouez da unan en-enep kounnar va ené-bourien: ha savit a eunn tu gan-en dar vam az peuz gourc’ hemenet.
7Ha rumm vraz ar bohlou e ielo enn dro d’id; hag enu ahek da-zé, distro d’ann neac’h.
8Ann Aotrou a varno ar boblou; barn ac’hanoun bervez va justis, hag bervez ann didamall a bec’het a zo enn-oun.
9Ra-z-aio da netra drougiez ar bec’herien; ha laka stard ann deu just: abalamour ann Doué just a furch er c’halonou, hag enn digroazel.
10Va skoazel a zo e Doué, hen a zavete ar ré a zo eeun a galon.
11Doué a zo eur harner just, ha drouk a ia e Doué bemdez a enep ann den fall.
12Ma ua zistrôit ket, e lemmô he gle-zé: he wareg en deuz stenet, hag e aozet en deuz.
13Aozet en deuz evit han benvagou a varo: reizet en deuz he zaesiou enn-enep ann heskinerien.
14Setu ann den fall en deuz digasset ann direizded; ann droug en deuz prederiet, hag ar gaou en deuz ganet.
15Eur poull en deuz digoret, hag hen toullet en deuz; ha kouezet eo en toull en doa great.
16He zroug a zis-troiô war he benn he unan; hag be fallagriez a ziskennô war hé chouk hé-unan.
17Meuli a rinn ann Aotrou, enn abek d’he justis; ha kana a rinn da hano ann Uc’hel meurbed.
Iliyochaguliwa sasa
Psalmou 7: PS1873
Kuonyesha
Shirikisha
Nakili
Je, ungependa vivutio vyako vihifadhiwe kwenye vifaa vyako vyote? Jisajili au ingia
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.