1
Yann 11:25-26
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo. Ha piv bennak a vev hag a gred ennon ne varvo biken. Hag e kredez kement-se?
Compare
Explore Yann 11:25-26
2
Yann 11:40
Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne’m eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?
Explore Yann 11:40
3
Yann 11:35
Jezuz a ouelas.
Explore Yann 11:35
4
Yann 11:4
Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c’hleñved-se ne gas ket d’ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se.
Explore Yann 11:4
5
Yann 11:43-44
Goude bezañ lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez! Hag an hini marv a zeuas er-maez, e dreid hag e zaouarn ereet gant bandennoù, e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ ha lezit eñ da vont.
Explore Yann 11:43-44
6
Yann 11:38
Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d’ar bez. Ur c’hev e oa hag ur maen a oa bet lakaet warnañ.
Explore Yann 11:38
7
Yann 11:11
Komz a reas evel-se ha goude e lavaras dezho: Lazar hor mignon a gousk, met mont a ran d’e zihuniñ.
Explore Yann 11:11
Home
Bible
Plans
Videos