YouVersion Logo
Search Icon

Yann 11

11
Pennad 11
Jezuz a adsav Lazar a varv
1Bez’ e oa ur c’hlañvour, Lazar a Vetania, kĂŞriadenn Mari ha Marta he c’hoar. 2Mari a oa an hini a olevas an Aotrou gant c’hwezh-vat hag a dorchas e dreid gant he blev. Lazar he breur a oa klañv. 3Ar c’hoarezed eta a gasas da lavarout dezhañ: Aotrou, setu, an hini a garez a zo klañv. 4Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c’hleñved-se ne gas ket d’ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se. 5Ha Jezuz a gare Marta hag he c’hoar ha Lazar. 6Koulskoude, pa glevas e oa klañv hemañ, e chomas daou zevezh c’hoazh el lec’h ma oa, 7ha neuze e lavaras d’an diskibien: Distroomp e Judea. 8An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske n’eus ket pell da veinata, hag e tistroez di! 9Jezuz a respontas dezho: Ha n’eus ket daouzek eur en deiz? Mar kerzh unan bennak e-pad an deiz, ne strebot ket, abalamour ma wel sklĂŞrijenn ar bed-mañ. 10Met mar kerzh unan bennak e-pad an noz, e strebot, abalamour n’eus ket a sklĂŞrijenn ennañ. 11Komz a reas evel-se ha goude e lavaras dezho: Lazar hor mignon a gousk, met mont a ran d’e zihuniñ. 12E ziskibien a lavaras eta: Aotrou, mar kousk, e vo yac’haet. 13Jezuz en doa komzet eus e marv, met int a grede e komze eus diskuizh ar c’housked. 14Neuze Jezuz a lavaras dezho sklaer: Lazar a zo marv. 15Hag ez eus levenez ganin abalamour deoc’h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d’e gavout. 16Neuze Tomaz galvet Didim a lavaras d’an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gantañ. 17Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh. 18Betania a oa war-dro pemzek stadenn#11:18   2,8 km eus Jeruzalem, 19ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur. 20Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ, met Mari a chomas azezet er gĂŞr. 21Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. 22Met anavezout a ran penaos bremañ c’hoazh, kement holl a c’houlenni digant Doue, Doue en roio dit. 23Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv. 24Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec’h adsavo da vev da adsavidigezh, en deiz diwezhañ. 25Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo. 26Ha piv bennak a vev hag a gred ennon ne varvo biken. Hag e kredez kement-se? 27Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C’hrist, Mab Doue a dlee dont er bed. 28P’he doe lavaret kement-se, ez eas hag e c’halvas Mari he c’hoar e-kuzh hag e lavaras: Ar Mestr a zo amañ hag a c’halv ac’hanout. 29Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan hag a yeas d’e gavout. 30Jezuz ne oa ket c’hoazh aet er bourc’h, met e oa el lec’h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ. 31Ar Yuzevien a oa gant Mari en ti ouzh he frealziñ, pa weljont e oa savet ken buan hag e oa aet er-maez, a heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d’ar bez. 32Pa voe deuet Mari el lec’h ma oa Jezuz ha pa welas anezhañ, en em daolas d’e dreid hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet. 33Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, hi hag ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet. 34Hag e lavaras: Pelec’h hoc’h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel. 35Jezuz a ouelas. 36Neuze ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ. 37HiniennoĂą anezho a lavaras: Eñ hag en deus digoret daoulagad an den dall, ha ne c’helle ket ober ivez na varvje ket hemañ? 38Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d’ar bez. Ur c’hev e oa hag ur maen a oa bet lakaet warnañ. 39Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c’hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c’hwez a zo dija gantañ rak aze emañ abaoe pevar devezh zo. 40Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne’m eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue? 41Lemel a rejont eta ar maen eus al lec’h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec’h eus va selaouet. 42Gouzout a ran e selaouez ac’hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d’ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec’h eus va degaset. 43Goude bezañ lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez! 44Hag an hini marv a zeuas er-maez, e dreid hag e zaouarn ereet gant bandennoĂą, e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ ha lezit eñ da vont. 45Neuze, kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gavout Mari, pa weljont ar pezh en doa graet Jezuz, a gredas ennañ. 46Met hiniennoĂą anezho a yeas da gavout ar farizianed hag a lavaras dezho ar pezh en doa graet Jezuz.
Irienn a-enep Jezuz
47Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù. 48Mar en lezomp d’ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo hol lec’h hag hor broad. 49Met unan anezho, Kaifaz, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C’hwi n’ouzoc’h netra, 50ha ne soñjit ket penaos eo gwelloc’h da un den hepken mervel evit ar bobl eget na vefe kollet ar vroad holl? 51Hogen ne lavaras ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar vroad, 52ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez. 53Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d’ar marv. 54Neuze Jezuz n’en em ziskouezas mui dirak an holl e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac’hane en ur vro tost d’al lec’h distro, d’ur gêr galvet Efraim. Hag e chomas eno gant e ziskibien. 55Pask ar Yuzevien a oa tost ha kalz a dud eus ar vro a bignas da Jeruzalem a-raok ar Pask evit en em c’hlanaat. 56Klask a rejont Jezuz hag, oc’h en em zerc’hel en templ, e lavarjont an eil d’egile: Petra a soñjit? Ha ne zeuio ket d’ar gouel? 57Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec’h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ.

Currently Selected:

Yann 11: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in