Evel-se c’hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc’h ho levenez. En deiz-se ne c’houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, kement a c’houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc’h.