Yann 16
16
Pennad 16
1Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit na vint ket deoc’h un abeg da gouezhañ. 2Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue. 3Ober a raint kement-se deoc’h rak n’o deus anavezet na va Zad na me. 4Me am eus lavaret deoc’h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m’ho po soñj em eus o lavaret deoc’h. Ne’m eus ket lavaret anezho deoc’h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc’h.
Oberenn ar Spered-Santel
5Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c’haset, hag hini ac’hanoc’h ne c’houlenn diganin: Pelec’h ez ez? 6Hag abalamour ma em eus lavaret deoc’h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon. 7Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h. 8Ha pa vo deuet, e kendrec’ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec’hed, ar reizhder hag ar varnedigezh, 9ar pec’hed, dre na gredont ket ennon, 10ar reizhder, dre ma’z an da gavout va Zad ha na’m gwelot mui, 11ar varnedigezh, dre ma’z eo bet barnet priñs ar bed-mañ. 12Kalz a draoù all am eus c’hoazh da lavarout deoc’h, met n’oc’h ket c’hoazh evit o dougen. 13Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac’hanoc’h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc’h an traoù da zont. 14Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din ha ma en disklêrio deoc’h. 15Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc’h.
Met ho tristidigezh a vo troet e levenez
16C’hoazh un nebeud amzer ha ne’m gwelot mui, ha c’hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot, abalamour ma’z an da gavout an Tad. 17Neuze e ziskibien a lavaras an eil d’egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: C’hoazh un nebeud amzer ha ne’m gwelot mui, ha c’hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot? hag: Abalamour ma’z an da gavout an Tad? 18Lavarout a raent eta: Petra eo ar pezh a lavar: C’hoazh un nebeud amzer? N’ouzomp ket ar pezh a lavar. 19Jezuz a ouezas e felle dezho ober goulennoù outañ hag a lavaras dezho: C’hwi a c’houlenn etrezoc’h perak em eus lavaret: C’hoazh un nebeud amzer ha ne’m gwelot mui, ha c’hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot. 20E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, c’hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C’hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez. 21Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma’z eo deuet hec’h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n’he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed. 22Evel-se c’hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc’h ho levenez. 23En deiz-se ne c’houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, kement a c’houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc’h. 24Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet. 25Lavaret em eus deoc’h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc’h e parabolennoù hag e komzin deoc’h sklaer diwar-benn an Tad. 26En deiz-se, e c’houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc’h e pedin an Tad evidoc’h, 27rak an Tad e-unan ho kar, abalamour ma hoc’h eus va c’haret ha ma hoc’h eus kredet ez on deuet eus Doue. 28Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad. 29An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet. 30Bremañ ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra ha ne’c’h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue. 31Jezuz a respontas dezho: Ha krediñ a rit bremañ? 32Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac’hanon va-unan. Met me n’on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin. 33Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
Currently Selected:
Yann 16: Koad21
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in