Yann 15
15
Pennad 15
Ar winienn hag ar brankoĂą
1Me eo ar winienn wirion ha va Zad eo ar gwinier. 2Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh. 3Dija ez oc’h glan abalamour d’ar gomz am eus lavaret deoc’h. 4Chomit ennon ha me ennoc’h. Evel na c’hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, c’hwi ne c’hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon. 5Me eo ar winienn, c’hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c’hellit ober netra. 6Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont. 7Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h. 8E kement-mañ eo e vo roet gloar da’m Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien. 9Evel m’en deus an Tad va c’haret, em eus ivez ho karet. Chomit em c’harantez. 10Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez. 11Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc’h ha ma vo ho levenez peurleuniet.
En em garit an eil egile
12Setu va gourc’hemenn, ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet. 13Den n’en deus brasoc’h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned. 14C’hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c’hourc’hemennan deoc’h. 15N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad. 16N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ. 17Ar pezh a c’hourc’hemennan deoc’h eo ma en em garot an eil egile.
Mar kasa ar bed ac’hanoc’h. . .
18Mar kasa ar bed ac’hanoc’h, gouezit penaos en deus va c’hasaet a-raok deoc’h. 19Ma vijec’h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n’oc’h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac’hanoc’h. 20Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc’h: Ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac’hanoc’h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc’h hini. 21Met kement-se holl a raint deoc’h en abeg da’m anv, rak n’anavezont ket an hini en deus va c’haset. 22Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed. 23An hini a gasa ac’hanon, a gasa ivez va Zad. 24Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez. 25Met kement-se a zo evit ma vo peurc’hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c’hasaet o deus hep abeg. 26Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc’h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac’hanon. 27Ha c’hwi ivez a roio testeni, rak ganin emaoc’h adalek ar penn-kentañ.
Currently Selected:
Yann 15: Koad21
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in