1
Yann 19:30
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
P’en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc’hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered.
Compare
Explore Yann 19:30
2
Yann 19:28
Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur: Sec’hed am eus.
Explore Yann 19:28
3
Yann 19:26-27
Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c’hichen an diskibl a gare, a lavaras d’e vamm: Gwreg, setu da vab. Neuze e lavaras d’an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.
Explore Yann 19:26-27
4
Yann 19:33-34
Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar. Hogen unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e teuas anezhañ gwad ha dour.
Explore Yann 19:33-34
5
Yann 19:36-37
Kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc’hraet: E eskern ne vint ket torret. Hag e lec’h all ar Skritur a lavar c’hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.
Explore Yann 19:36-37
6
Yann 19:17
O tougen e groaz, e teuas el lec’h anvet: Ar C’hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota.
Explore Yann 19:17
7
Yann 19:2
Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskañ a rejont gant ur vantell limestra
Explore Yann 19:2
Home
Bible
Plans
Videos