1
Yann 20:21-22
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h. Goude bezañ lavaret kement-se dezho, e c’hwezhas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel.
Compare
Explore Yann 20:21-22
2
Yann 20:29
Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec’h eus va gwelet, Tomaz, ec’h eus kredet. Eürus ar re n’o deus ket gwelet hag o deus kredet!
Explore Yann 20:29
3
Yann 20:27-28
Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c’hostez. Na vez ket diskredik, met kred. Tomaz a respontas dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!
Explore Yann 20:27-28
Home
Bible
Plans
Videos