1
Lukaz 16:10
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
An hini a zo feal en traoù bihan a zo ivez feal en traoù bras, hag an hini a zo direizh en traoù bihan a zo ivez direizh en traoù bras.
Compare
Explore Lukaz 16:10
2
Lukaz 16:13
Mevel ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Explore Lukaz 16:13
3
Lukaz 16:11-12
Mar n’hoc’h ket bet eta feal er madoù direizh, piv a fizio ennoc’h ar madoù gwirion? Ha mar n’hoc’h ket bet feal gant ar pezh a zo d’ar re all, piv a roio deoc’h ar pezh a zo deoc’h?
Explore Lukaz 16:11-12
4
Lukaz 16:31
Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.
Explore Lukaz 16:31
5
Lukaz 16:18
Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d’ur wreg a zo bet kaset kuit gant hec’h ozhac’h, a ra avoultriezh.
Explore Lukaz 16:18
Home
Bible
Plans
Videos