YouVersion Logo
Search Icon

Lukaz 16

16
Pennad 16
Parabolenn ar merour disleal
1Eñ a lavaras ivez d’e ziskibien: Un den pinvidik en doa ur merour a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoĂą. 2Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac’hanout? Gra din ar gont eus da c’houarnerezh, rak ne c’helli ken bezañ va merour. 3Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c’hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c’houlenn aluzen. 4Gouzout a ran petra a rin, evit ma vo tud o tegemer ac’hanon en o ziez pa vo lamet va gouarnerezh diganin. 5Hag e c’halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d’ar c’hentañ: Pegement a dleez da’m mestr? 6Eñ a respontas: Kant bat#16:6   3500 l eoul. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez ha skriv buan hanter-kant. 7Neuze e lavaras d’un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a respontas: Kant kor#16:7   35000 l gwinizh. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent. 8Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklĂŞrijenn e-keñver o rummad o-unan. 9Ha me a lavar deoc’h: Grit mignoned deoc’h gant pinvidigezhioĂą direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoĂą peurbadus. 10An hini a zo feal en traoĂą bihan a zo ivez feal en traoĂą bras, hag an hini a zo direizh en traoĂą bihan a zo ivez direizh en traoĂą bras. 11Mar n’hoc’h ket bet eta feal er madoĂą direizh, piv a fizio ennoc’h ar madoĂą gwirion? 12Ha mar n’hoc’h ket bet feal gant ar pezh a zo d’ar re all, piv a roio deoc’h ar pezh a zo deoc’h? 13Mevel ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon. 14Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ. 15Hag e lavaras dezho: Evidoc’h-c’hwi, a fell deoc’h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoĂą. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue. 16Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh. 17Met aesoc’h eo d’an neñv ha d’an douar tremen, eget eo d’ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.
An torr-dimeziñ
18Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d’ur wreg a zo bet kaset kuit gant hec’h ozhac’h, a ra avoultriezh.
An den pinvidik ha Lazar
19Bez’ e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus. 20Bez’ e oa ur paour anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c’houlioù; 21c’hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik. Hogen ar chas zoken a zeue da lipat e c’houlioù. 22En em gavout a reas ma varvas ar paour. Kaset e voe gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe sebeliet. 23O vezañ e lec’h ar marv e-kreiz poanioù, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre. 24O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ. 25Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec’h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù. 26Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c’hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d’ar re a zo amañ tremen aze ne c’hellfent ket, kennebeut ha d’ar re a zo aze dont d’hor c’havout-ni. 27Lavarout a reas: Da bediñ a ran eta, tad, da gas anezhañ da di va zad, 28rak pemp breur am eus, evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec’h-mañ a boanioù. 29Abraham a respontas dezhañ: Bez’ o deus Moizez hag ar brofeded, ra selaouint anezho. 30Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d’o c’havout, o devo keuz. 31Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.

Currently Selected:

Lukaz 16: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

Video for Lukaz 16