D’an oad a eiz dervez peb bugel mal a vezo circoncizet en ho touez, kement paotr a zo en ho famillou, ken an hini a vezo ganet en ti, ken an hini a zo bet prenet gant arc’hant digant eun estranjour-benag, ha n’e ket euz da wenn;
ne vanki ket da circonciza an hini azo ganet en da di, hag an hini a zo bet prenet gant da arc’hant; ha va alians merket en ho kig a vezo eun alians eternel.