Genes 17
17
CHAB. XVII.
1Pa oe deuet Abram d’an oad a naontec vloaz ha pevar-ugent, an Aotrou en em ziskouezaz diraz’han, hag a lavaraz d’ezhan: Me eo an Doue Holl-C’halloudec; kerz dirag va faç ha bez gwirion.
2Ha me a lakaio va alians etre me ha te, hag a gresko ar wenn ac’hanoud, en eun doare burzudus.
3Abram en em strinkaz, he faç ouz an douar; ha Doue a gomzaz hag a lavaraz d’ezhan:
4Setu, ema va alians great ganez, hag e teui da veza tad d’eun niver braz a nationou.
5Ha ne vezi mui galvet Abram (tad huel); mes da hano a vezo Abraham (tad eur bed a dud); rag me a lakai ac’hanoud da dad da eun niver braz a nationou.
6Hag e lakin ac’hanoud da greski puill, ha diouz’id e riu nationou; ha divar-n’oud e savo rouane.
7Hag e lakin va alians etre me ha te, ha da lignez var da lerc’h euz au eil canved d’egile, evit beza eun alians eternel; evit ma vezin da Zoue, hag hini da lignez en da c’houde.
8Hag e roiu d’id, ha d’az lignez var da lerc’h, ar vro ma’z oud enhi, holl douar Canaan, evit ma vezo d’id evit ato; ha me a vezo ho Doue.
9Ha Doue a lavaraz da Abraham: Mes te a zalc’ho va alians, te ha da lignez var da lerc’h, euz an eil canved d’egile.
10Setu aman va alians ho pezo da viret, an alians a vezo etre-z’omp, ha da lignez en da c’houde: Peb bugel mal eu ho touez a vezo circoncizet.
11C’houi a circoncizo ho kig, ha kement-man a vezo eur merk euz an alians a vezo etre me ha c’houi.
12D’an oad a eiz dervez peb bugel mal a vezo circoncizet en ho touez, kement paotr a zo en ho famillou, ken an hini a vezo ganet en ti, ken an hini a zo bet prenet gant arc’hant digant eun estranjour-benag, ha n’e ket euz da wenn;
13ne vanki ket da circonciza an hini azo ganet en da di, hag an hini a zo bet prenet gant da arc’hant; ha va alians merket en ho kig a vezo eun alians eternel.
14An den dicirconciz, da lavavet eo, ar goaz ha na vezo ket bet circoncizet en he gig, a vezo tennet euz a-douez he bobl, rag torret hen deuz va alians.
15Doue a lavaraz da Abraham: Ne c’halvi mui da bried, Saraï, mes Sara (ar brinsez) eo he hano.
16Ha me a roi va bennoz d’ezhi; liag ouspen-ze e roin d’id eur mab anezhi. Me a vennigo anezhi hag e tenio da veza ar vam, euz a galz a boblou; hag anezhi e savo rouane da veur a bobl.
17Neuze Abraham en em strinkaz he faç d’an douar, hag e vousc’hoarzaz hag e lavaraz en he galon: Daoust ha genel a helfe eur bugel da eun den oajet a gant vloaz? Daoust ha Sara, oajet a zeg vloaz ha pevar-ugent, a helfe kaoud bugale?
18Hag Abraham a lavaraz da Zoue: Mar plij ganez, lez Ismael da veva diraz’oud.
19Ha Doue a lavaraz: Sara da bried na vanko ket da rei d’id eur mab, hag e c’halvi anezhan Isaac (c’hoarzin), hag ober a rin alians gan-than, eun alians eternel evid he lignez en lie c’houde.
20Ober a rin ive ar pez a c’houlennez divarben Ismael: Va bennoz a roan d’ezhan, ha lakaad a rin ar wenn anezhan da greski ha da zevel stank stank var an douar. Daouzec prins a ziskenno anezhan; hag hen lakaad a rin da veza tad da eur bobl vraz.
21Mes va alians a vezo gant Isaac, ar mab a vezo ganet d’id gant Sara, er bloaz a zeu, d’ar mare-man.
22Ha p’hen doe peur-achuet da gomz outhan, Doue a zavaz en env hag a lezaz Abraham.
23Hag Abraham a gemeraz Ismael, he vab, hag ar re holl a oa ganet en he di, hag ar re holl hen doa prenet gant he arc’hant, kement goaz a oa en he di, hag e circoncizaz ho c’hig en dervez-ze, evel m’hen doa gourc’hemenet Doue d’ezhan.
24Hogen Abraham hen doa naontec vloaz ha pevar-ugent pa en em circoncizaz.
25Hag Ismael he vab hen doa trizec vloaz pa oe circoncizet.
26Abraham hag Ismael, he vab, a oe circoncizet er memes dervez.
27Hag holl oazed he di, ken ar re a oa ganet var he zouar, ken ar re hen devoa prenet gant he arc’hant digant an estranjourien, holl e oent circoncizet assambles ganthan.
Currently Selected:
Genes 17: JEN1897
Highlight
Share
Compare
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.