Genes 18
18
CHAB. XVIII.
1Neüze an Aotrou en em ziskouezaz da Abraham er c’hoat dero Mamre, pa oa azezet e toul dor he danten, e-kreiz tomder an deiz.
2Sevel a reaz he zaou-lagad, hag e sellaz; ha setu ma oa tri den en ho za diraz’han. Kerkent ha ma velaz anezhe, e redaz d’ho c’havoud euz tal dor an danten, hag o stoui beteg an douar,
3e lavaraz: Va Aotrou, mar em euz kavet gras dirag da zaou-lagad, chom aman hiroc’h amzer, me azped, hep mond pelloc’h a-zirag da zervicher.
4Lezit ac’hanoun, me ho ped, da lakaad digas d’ehoc’h eur banne dour, ha goalc’hit ho treid, ha grit eun diskwiz dindan ar vezen-man.
5Ha me a zigasso eun tam boued da rei nerz d’ho kalon, ha goude e c’helloc’h mond adare gant hoc’h hent; rag evit kement-se eo ma’z oc’h tremenet e-kichen ti ho servicher. Hag e leverjont; gra evel m’ec’h euz lavaret.
6Hag Abraham dioc’h-tu o vond en he danten, da gavoud Sara, hag o lavaret d’ezhi: Digas, buhan, tri muzulat bleud fin, mer an toaz ha gra goastellou.
7Neuze Abraham a redaz etrezeg he chatal hag a gemeraz eul leue tener ha mad, hag hen roaz d’he vevel, hag he-man hen lakaz buhan da boazad.
8Neuze e kemeraz amann ha leaz, gant al leue hen devoa lakeat da boazad hag ho zervichaz diraz’he. Hag hen a chome eu he za diraz’he dindan ar vezen.
9Hag e leverjont d’ezhan: E peleac’h ema Sara da c’hreg? Hag e respontaz: Setu hi aze ebarz an danten.
10Hag e lavaraz: Ne vankin ket da zistrei d’az kavoud a-ben eur bloaz; ha setu Sara, da c’hreg he devezo eur mab. Ha Sara a zelaoue e-tal dor an danten, a oa adreg d’ezhan.
11Hogen Abraham ha Sara a oa koz, ha deuet mad var au oad; Sara n’he devoa mui ar pez m’az eo custum ar merc’hed da gaoud.
12Ha Sara a c’hoarzaz enhi he-unau, en eur lavaret: Breman pa’z oun koz daoust ha me em befe ar blijadur-ze! va Aotrou a zo koz ive.
13Hag an Aotrou a lavaraz da Abraham: Perag he deuz c’hoarzet Sara, en eur lavaret: Daoust hag e gwirionez em befe bugale, ken koz evel ma’z oun-me?
14Daoust ha bez’a zo eun dra-benag en tu-all da c’halloud Doue? D’an amzer merket me a zeui adare d’az kavoud, a-beu eur bloaz, ha Sara he devezo eur mab.
15Ha Sara a nac’haz; N’em euz ket c’hoarzet eme-z’hi, rag aoun a deuaz d’ezhi. Mes hen a lavaraz: Eo! c’hoarzet ec’h euz, Sara.
16Hag an tri den-ze a zavaz ac’hane, hag a zellaz etrezeg Sodom; hag Abraham a iea ganthe evit ho hencha.
17Hag an Aotrou a lavaraz: Ha kuzat a rin-me ouz Abraham, ar pez ma’z an da ober,
18hen pehini a dle beza eur bobl vraz ha gal-loudus, ha pa’z eo gwir e vezo benniget enhan holl boblou an douar?
19Rag me am euz he anavezet, evit ma c’hour-c’hemeno d’he vugale ha d’he diegez en he c’houde derc’hel hent an Aotrou, evit ober ar pez a zo just hag eün; evit ma lako an Aotrou da zond da vad kement hen deuz lavaret divar ben Abraham.
20Hag an Aotrou a lavaraz: Sodom ha Gomorrh a zo deuet da veza brudet wall fall hag ho fec’hed a zo grevus meurbed.
21Disken a rin evit gwelet hag int ho deuz great e gwirionez hervez an drouz a zo deuet beteg enoun; ha ma ne ket evel-se, me a ouezo.
22Neuze ar re-man o vond ac’hane a ieaz etrezeg Sodom; mes Abraham en em zalc’haz c’hoas dirag an Aotrou.
23Hag Abraham o tostaad outhan a lavaraz: Ha lakaad a ri da berissa ive an den just kerkoulz hag an den fall?
24Marteze ez euz hanter cant den just ebarz ar gear-ze; hag ho lakaad a ri-te da berissa gant ar re-all; ha na bardoni-te ket d’ar gear-ze abalamour d’an hanter cant den just, mar bent kavet enhi?
25Biken ne ri eun dra evel-se, ma lakai an den just da vervel gant an den fall, en hevelep doare ma vezo tretet an den just evel an den fall. Nann, biken, ne ri an dra-ze! An hini a varn ar bed holl, daoust hag hen na rai ket ar pez a zo just?
26Hag an Aotrou a lavaraz d’ezhan; Mar kavan e Sodom hanter cant deu just, me a bardono d’ar gear holl abalamour d’ezhe.
27Hag Abraham a gomzaz adare, hag a lavaraz: Setu ma kemeran hardizegez da gomz ouz an Aotrou, petra-benag n’ed oun nemed poultren ha ludu.
28Marteze var hanter cant den just e vanko pemp: ha distruja a ri-te ar gear holl, abala-mour ma ranko ar pemp-ze? Hag e respon-taz: Ne zistrujin ket anezhi mar kavan enhi pemp den just ha daou-ugent.
29Hag Abraham a gendalc’haz da gomz outhan, hag a lavaraz: Marteze ne vezo kavet eno nemed daou-ugent? Hag e-lavaraz: N’he distrujin ket abalamour d’an daou-ugent-ze.
30Hag Abraham a lavaraz: Da bedi a ran Aotrou, na fach ket ouz’in, hag e komzin c’hoas: Marteze ne vezo kavet nemed tregont? Hag hen a respontaz: N’he distrujin ket mar kavan tregont.
31Hag Abraham a lavaraz: Setu ma kemeran hardizegez da gomz ouz an Aotrou: Marteze ne vezo kavet nemed ugent? Hag hen a respon-taz: Abalamour d’an ugent-ze n’he distrujin ket.
32Hag Abraham a lavaraz: Da bedi a ran, Aotrou, na fach ket ouz’in, hag e komzin hep-ken eur vech c’hoas. Marteze ne vezo kavet nemed deg? Hag an Aotrou a lavaraz: Abalamour d’an deg-ze n’he distrujin ket.
33Hag an Aotrou a ieaz kuit, pa hen doe achuet da gomz ouz Abraham. Hag Abraham a zistroaz d’he di.
Currently Selected:
Genes 18: JEN1897
Highlight
Share
Compare
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.