1
Genes 32:28
Levr ar Genes ha Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
JEN1897
Mad, eme egile, na vezi mui hanvet Jacob, mes Israel (an hini a c’houren ouz Doue) a vezo da hano; rag gourennet ec’h euz ouz Doue hag ouz an dud, hag ez oud bet treac’h.
Compare
Explore Genes 32:28
2
Genes 32:26
Hag an den-ze a lavaraz d’ezhan: Lez ac’ha-noun da vond kuit, rag dija ema an deiz o tarza. Mes Jacob a lavaraz: Ne lezin ket ac’ha-noud da vond kuit ken az pezo roet d’in da vennoz.
Explore Genes 32:26
3
Genes 32:24
Hogen Jacob a cliomaz he-unan var ho lerc’h; hag e teuaz eun den hag a c’hourennaz ganthan beteg ma tarzaz an deiz.
Explore Genes 32:24
4
Genes 32:30
Ha Jacob a hanvaz al leac’h-se Peniel (presans Doue); rag, eme-z’han, gwelet em euz Doue gant va daou-lagad va-unan, ha va ene a zo bet delivret.
Explore Genes 32:30
5
Genes 32:25
Hag an den-ze, pa velaz ne oa ket evit gounid var Jacob, a douchaz anezhan e nleg he groazel: hag e oe diflachet pleg he groazel da Jacob, epad ma oa o c’houren outhan.
Explore Genes 32:25
6
Genes 32:27
Hag an den a lavaraz d’ezhan: Pe hano e peuz? Jacob, eme-z’han.
Explore Genes 32:27
7
Genes 32:29
Ha Jacob a bedaz anezhan en eur lavaret: Discleir d’in, me az ped, pe hano ec’h euz-te. Hag hen a respontaz; Perag e fell d’id gouzoud va hano-me? Hag e roaz he vennoz dezhan eno.
Explore Genes 32:29
8
Genes 32:10
n’oun ket dign euz an holl c’hrasou ec’h euz roet d’in nag euz an holl fidelite ec’h euz diskoue-zet e-kenver da zervicher; rag me n’em boa nemed va baz em dorn pa em boa treuzet ster ar Jourdan, ha breman e tistroan gant diou vanden tud ha loened.
Explore Genes 32:10
9
Genes 32:32
Abalamour da gement-se eo, beteg hirio, e chom bugale Israel heb dibri nerven ar vorzad a zo stok ouz ar groazel, rag an nerven-ze euz ar vorzad a zo e-kichen pleg ar groazel a oa bet touchet gant au hini a c’hourennaz ouz Jacob.
Explore Genes 32:32
10
Genes 32:9
Neuze Jacob a lavaraz: Doue va zad Abraham, ha Doue va zad Isaac! Te, Aotrou, pehini ec’h euz lavaret d’in: Distro d’az pro ha var-zu da gerentiach, ha me a rai pep seurt vad d’id
Explore Genes 32:9
11
Genes 32:11
Tenn ac’hanoun, rne az ped, euz a zindan dorn va breur, euz a zindan dorn Esaü; rag aoun em euz ne zeufe, ha na skofe ac’hanoun hag ar vam gant he bugale.
Explore Genes 32:11