Genes 35
35
CHAB. XXXV.
1Ha Doue a lavaraz da Jacob: Sav, pign da Vethel, ha chom eno, ha gra eno eun aoter d’an Doue en em ziskouezaz d’id pa oaz o tec’het araog Esaü da vreur.
2Neuze Jacob a lavaraz da dud he di ha d’ar re holl a oa ganthan: Lammit kuit an doueou estranjour a zo en ho touez, hag en em walc’hit ha chenchit ho tillad;
3ha savomp ha pignomp da Vethel, hag e rin eno eun aoter d’an Doue hen deuz respontet d’in e dervez va anken, hag a zo bet gauen epad va beach.
4Neuze e rojont da Jacob an holl doueou es-tranjour a oa ganthe, hag ar rillennou a oa ouz ho diou-skouarn; ha Jacob ho c’huzaz en douar dindan ar vezen dero a oa tost da Sichem.
5Goude-se ez ejont kuit. Ha Doue a skoaz gant ar spont ar c’heariou a oa tro-var-dro; ha den na gredaz mond var lerc’h mibien Jacob.
6Ha Jacob a zeuaz da Luz, lez-hanvet Bethel, a zo e bro Canaan, hen hag an holl bobl a oa ganthan.
7Hag e savaz eno eun aoter, hag e c’hanvaz al leac’h-se: El-Bethel (Doue Bethel); rag eno eo en em ziskouezaz Doue d’ezhan pa oa o tec’hat araog he vreur.
8Ha Debora, magerez Rebecca a varvaz; hag e oe sebeliet izelloc’h eged Bethel dindan ar vezen dero a oe hanvet Allon-Bacuth (dero an daelou).
9Ha Doue en em ziskouezaz c’hoas da Jacob, pa oa o toud euz Paddan-Aram; hag e roaz he venuoz d ezhan.
10Ha Doue a lavaraz d’ezhan: Da hano a zo Jacob; breman ne vezi mui hanvet Jacob, mes lsrael a vezo da hano. Hag e roaz d’ezhau an hano a Israel.
11Ha Doue a lavaraz d’ezhan: Me eo au Doue Holl-Galloudec. C’resk ha dalc’h da greski. Eur bobl, ha zo-ken eun niver braz a boblou a zavo diouz’id, rouaned a zeuio euz da wenn.
12Ha me a roio d’id ar vro em euz roet da Abraham ha da Isaac, hag e roin ar vro-man d’az lignez var da lerc’h.
13Ha Doue a zavaz diganthan euz ar plas m’hen doa kornzet, outhan.
14Ha Jacob a zavaz eur mean el leac’h m’hen doa Doue komzet outhan, hag e strinkaz dour, hag e skuillaz oleo var-n’ezhan.
15Ha Jacob a hanvaz al leac’h m’hen doa komzet Doue outhan Bethel (Ti Doue).
16Hag ez ejont kuit, euz a Vethel, ha pa zeuaz Rachel da willioudi, ho devoa c’hoas eur pennad hent da ober a-ben eruoud en Ephrath. Ha Rachel he doe eur gwall dro da willioudi.
17Ha dre m’he doa kalz a boan, an amiegez a lavaraz d’ezhi: Na’z pe ket a aoun, rag eur mab ec’h euz c’hoas.
18Ha pa oa o renta he ene, rag mervel a reaz, e c’hanvaz anezhan Benoni (mab va foan), mes he dad a hanvaz anezhan Benjamin (mab va dorn deou).
19Rachel a varvaz eta hag a oe sebeliet var hent Ephrath, a c’halver Bethlehem.
20Ha Jacob a zavaz eur bez var-n’ezhi; hennez eo bez Raehel, hag a zo c’hoas hirio en he za.
21Neuze Israel a ieaz kuit, hag e savaz he dan-ten en tu-all da Vidgal-Eder (Tour an denved).
22Hag e c’hoarvezaz epad ma oa Israel o chom er vro-ze, ma teuaz Ruben, hag e kouskaz gant Bilha, unan ac’hragez Jacob; hag Israel a glevaz an dra-ze. Hogen Jacob hen doa daouzec mab.
23Mibien Lea: Ruben, kenta ganet da Jacob, Simeon, Levi, Juda, Issacar ha Zabulon.
24Mibien Rachel: Joseph ha Benjamin.
25Mibien Bilba, servicherez Rachel: Dan ha Nephthali.
26Ha mibien Zilpa, servicherez Lea: Gad hag Asser. Ar re-ze eo mibien Jacob, a oe ganet d’ezhan e Paddam-Aram.
27Ha Jacob a zeuaz etrezeg Isaac he dad, da Vamre, da Giriath-Arba, lez-hanvet Hebron, e-leac’h ma oa bet Abraham hag Isaac o chom.
28Ha buez Isaac a badaz nao-ugeut vloaz.
29Hag Isaac a varvaz, hag ez eaz da gavoud he dud koz, oajet braz, ha leun a vloavezjou; hag Esaü ha Jacob, he zaou vab, a zebeliaz anezhau.
Currently Selected:
Genes 35: JEN1897
Highlight
Share
Compare
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.