Genes 37
37
CHAB. XXXVII.
1Hogen, Jacob a chomaz e bro Canaan, e leac’h ma oa bet lie dad o chom.
2Ha setu aman ar pez a c’hoarvezaz gant he vugale. Joseph, d’an oad a zeiteg vloaz, a ziwalle al loened gant lie vreudeur; messaer yaouank e oa gant mibien Bilha ha mibien Zilpa, gragez he dad. Ha Joseph a gontaz d’ho zad ar c’hom-zou fall a lavarent.
3Hogen Israel a gare Joseph dreist he vibien all, rag bet hen doa anezhan en he gozni; hag e reaz d’ezhan eur zae a veur a liou.
4Mes he vreudeur, o velet e kare he dad anezhan dreist he vibien-all, ho doa kaz outhau, ha ne hellent mui lavaret komz vad e-bed d’ezhan.
5C’hoarvezoud a reaz ma contaz d’he vreudeur eun hunvre hen devoa bet, ha kement-se a greskaz mui-oc’h-mui ho c’hassoni.
6Lavaret a reaz eta d’ezhe: Selaouit, me ho ped, an hunvre-man em euz bet.
7Sonjal a rea d’in, e oarap oc’h endram orzen-nou-ed en eur park. Ha setu va orzen-me a zavaz hag a chomaz en he za. Ha setu hoc’h orzennou-choui o tond en dro dezhi, a stouaz d’an douar dirag va orzen-me.
8Neuze he vreudeur a lavaraz d’ezhan: Ha sonjal a ra d’id-de e teui da roue var-n’omp-ni, pe da c’houam ac’hanomp? An hunvreou hag ar c’homzou-ze na rejont nemed creski c’hoas muioc’h ar gassoni ho doa outhan.
9Beza hen doe c’hoas eun hunvre-all hag e contaz anezhan d’he vreudeur hag e lavaraz: Setu aman, bet em euz c’hoas eun hunvre. Gwelet a rean an heol hag al loar hag unneg stereden o stouat d’an douar diraz’oun.
10Hag e contaz an dra-ze d’he dad, ha d’he vreudeur; mes he dad hen gourdrouzaz hag a lavaraz d’ezhau: Petra a fell d’id-de e ve an liunvre-ze ec’h euz bet? Daoust ha red e vezo d’eomp-ni, me, da vam, ha da vreudeur dond da blega beteg an douar diraz’oud?
11Hag he vreudeur a oe jalous outhan; mes he dad a zalc’haz sonj euz an traou-ze.
12Hogen, he vreudeur a ieaz da Sichem da lakaad loened ho zad da beuri.
13Hag Israel a lavaraz da Joseph: Ha n’ema ket da vreudeur o vessa al loened e Sichem? Deuz, ma kassin ac’hanoud d’ho c’havoud. Ha Joseph, a respontaz d’ezhan: Setu me aman.
14Hag e lavaraz d’ezhan: Kea eta da velet ha mad eo ar bed gant da vreudeur, ha gant al loened, ha digas kelou d’in euz ar pez a reont eno. Kas a reaz anezban evel-se euz traonien Hebron, ha Joseph a zeuaz da Sichem.
15Hag eur goaz o veza he gavet o redec dre ar meaziou, a c’houlennaz diganthan petra a glaske.
16Hag hen a respontaz: Va breudeur a glaskan; lavar d’in, mar plij, e pe-leac’h emaint o vessa.
17Hag an den-ze a lavaraz: Eat int kuit ac’ha-len, rag ho c’hlevet em euz o lavaret: Deomp da Dothain. Joseph eta a zalchaz da vond var-lerc’h he vreudeur, hag ho c’havaz e Dothain.
18Ar re-man a velaz anezhan a-ziabell; bag, araog ma c’herruaz betegen’he, e rejont ho sonj d’hen laza.
19Hag e leverjont an eil d’egile: Setu erru an hunvreer.
20Breman eta, deomp, lazomp anezhan ha taolomp anezhan en eun toul, hag e lavarfomp eo bet debret gant eul loen gwez-benag; ha neuze e velimp petra a deui he hunvreou da veza.
21Mes Ruben a glevaz kement-se, hag a zelivraz anezhan euz tre ho daouarn, hag a lavaraz: Ne lammomp ket he vuez diganthan.
22Neuze Ruben a lavaraz d’ezhe: N’ed it ket da skuilla ar goad; taolit anezhan er punz a zo du-hont en dezert, ha ne lakit ket ho taouarn var-n’ezhan. Lavaret a rea kement-se evit hen delivra euz ho daouarn, evit hen digas en dro d’he dad.
23Kerkent eta ma c’herruaz Joseph gant he vreudeur, e tiframjont divar-n’ezhan he zae, ar zae a veur a liou.
24Hag e crogjont en’han, hag e taoljont anezhan er punz. Hogen ar punz a oa goullo, ne oa ket a zour en’han.
25Neuze ez ejont en ho c’hoaze da zibri ho bara. Hag o sevel ho daou-lagad, setu int o velet eur vanden Ismaelited o tond euz Galaad gant ho c’hanvaled sammet gant traou a c’houez vad, baum ha myrrh, d’ho c’has d’an Egypt.
26Ha Juda a lavaraz d’he vreudeur: Petra a dalvezo d’eomp laza hor breur ha cuzat he c’hoad?
27Deomp, gwerzomp anezhan d’an Ismaelited ha ne douchomp ket hon daouarn outhan; rag breur eo d’eomp, hag euz hor c’hig eo ive. Hag he vreudeur a zentaz outhan.
28Pa zeuaz eta ar varc’hadourien euz a Vadian da dremen, e savjont hag e tenjont Joseph euz ar punz; hag e verzchont Joseph evit ugent pez arc’hant d’an Ismaelited, hag ar re-man a gassaz anezhan ganthe en Egypt.
29Ha Ruben a zistroaz d’ar punz, ha setu Joseph ne oa ken ebarz. Neuze e tifreuzaz he zillad;
30hag e tistroaz da gavoud he vreudeur, hag e lavaraz: Ne velan mui ar bugel; ha me, petra a deuin-me breman da veza?
31Hag e kemerjont sae Joseph, e lazchont eur bouc’h, hag e soubjont ar zae e goad ar bouc’h.
32Goude-ze e kasjont d’ho zad ar zae a veur a liou, en eur lakad lavaret d’ezhan: Ni hon euz kavet ar zae-man: Gwel hag honnez eo sae da vab.
33Hag ec’h anavezaz anezbi, hag e lavaraz: Honnez eo sae va mab; debret eo bet gant eul loen gwez-benag; a-dra-zur eul loen hen deuz taget ha difframmet Joseph.
34Ha Jacob a zifreuzaz he zillad, hag a lakeaz eur zac’h en aro d’he gorf, hag a zougaz kaon d’he vab epad pell amzer.
35Hag he holl vibien bag he holl verc’hed a zeuaz evit klask dousaad d’he c’hlac’har; mes ne felle ket d’ezhan beza consolet, hag e lavaraz: Disken a rin gant va glac’har da gavoud va mab ebarz ar bez! Evel-se eo e ouelaz he dad d’ezhan.
36Hag ar Madianited a verzaz Joseph en Egypt da Botiphar, den a garg e ti Pharaon, ha cabiten he zoudarded.
Currently Selected:
Genes 37: JEN1897
Highlight
Share
Compare
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.