Genes 40
40
CHAB. XL.
1GOUDE an traomze, e c’hoarvezaz ma teuaz servicher ar gwin ha servicher ar bara euz a di roue an Egypt, da wall-vankoud e-kenver ho mestr.
2Ha Pharaon a ieaz coler en’han a-eneb he zaou offiser, a-enep servicher ar gwin ha ser-vicher ar bara;
3hag e lakaz ho zeuler er prizon, e ti cabitan he zoudarded, ebarz ar c’hastel e-leac’h ma oa ive Joseph.
4Ha cabitan ar zoudarded a lakaz Joseph en ho c’hichen, hag e serviche anezhe; hag e chomjont er prizon eur penuad amzer.
5An daou-man, ar servicher bara, hag ar ser-vieher gwin euz a di roue an Egypt, pere a oa dalc’het er prizon, ho doe peb hini anezhe, er memes nosvez, eun huuvre hag a roe da zantoud ar pez a dlie choarvezoud gant peb hini anezhe.
6Ha Joseph o tond d’ho c’havoud deuz ar miutin, a zellaz outhe, hag a gavaz anezhe trist.
7Hag hen o c’houlen digant an offiserien-ze da Pharaon, a oa ganthan er prizon e ti he vestr, hag o lavaret d’ezhe: Perag eo tenval ho pen hirio?
8Hag int o respont d’ezhan: Bet hon euz peb a hunvre, ha n’euz den d’ho displega d’eomp. Ha Joseph a lavaraz d’ezhe: Ha n’e ket da Zoue hep-ken eo displega an hunvreou? Con-tit d’in hoc’h hunvreou, me ho ped.
9Ha servicher braz ar gwin a gontaz he hunvre da Joseph, hag a lavaraz d’ezhan: E oan oc’h hunvreal, ha setu me o velet diraz’oun eur winien,
10hag ar winien-ze he doa tri branc. Hogen gwelet a rean anezhi evel o creski, ar bokedou a zavaz en’hi, hag an druilladou a roaz rezin daro.
11Hag e oa ganen calir Pharaon em dorn; kemeret a riz deuz ar rezin, hag o veza ho gwasket er c’halir, e lakiz ar c’halir d’ezhan en he zorn.
12Ha Joseph a lavaraz d’ezhan: Setu aman petra a zinifi an hunvre-ze: An tri branc a zo tri dervez.
13A-ben tri dervez Pharaon a lako achanoud da zevel da ben, hag e vezi adare en da garg, hag e laki adare ar c’halir da Pharaon en he zorn, evel ma reez diagent, pa oaz servicher ar gwin ganthan.
14Mes pa vezi euruz, bez sonj ouz’in-me, ha bez madelezuz em c’henver, me az ped; komz da Pharaon evid’oun, ha laka ac’hanoun da zond er meaz euz an ti-man.
15Rag e gwirionez, me a zo bet laeret euz a vro an Hebreed, hag aman ken neubeud n’em euz great netra evit beza lakeet en toul-man.
16Neuze servicher braz ar bara, o velet hen doa Joseph displeget an hunvre-ze var an tu mad, a lavaraz d’ezhan: Me ive a oa oc’h hunvreal, ha setu e oa ganen teir banerad bara gwenn var va fen;
17hag er baner huela e oa, evit Pharaon, a bep seurt meuziou poazet er forn; hag al laboused a zeue d’ho dibri euz ar baner a oa var va fen.
18Ha Joseph a respontaz, hag a lavaraz: Setu aman petra a zinifi kement-fce: An teir baner a zo tri dervez.
19A-ben tri dervez Pharaon a rai d’id ive sevel da ben, hag a lako da grouga ouz eur vezen, hag al laboused a zebro da gig divar-n’oud.
20Tri devez goude oa gouel ginivelez Pharaon; ober a reaz eul lein vraz d’he holl servicherien, hag e savaz ho fennou da vestr ar gwin ha da zervicher ar bara e-kreiz he zervicherien-all.
21Lakaad a reaz a-nevez servicher ar gwin en he garg a zervicher gwin, evit ma lakje ar c’halir e dorn Pharaon;
22mes lakaad a reaz crouga servicher braz ar bara, evel ma oa bet discleriet d’ezhe gant Joseph.
23Hogen servicher braz ar gwin ne zalc’haz ket a zonj euz a Joseph; mes hen ancounac’haad a reaz.
Currently Selected:
Genes 40: JEN1897
Highlight
Share
Compare
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935.